I.
H.g.
1. Doareoù dieeun, seven betek re da vont ouzh an dud.
Nag a gamambre ! Tud n'eus ket a gamambre ganto.
HS. ardoù, geizoù, orbidoù.
&
(en e furm lies)
Ha fistilh ganto ha gourc'hemennoù ha kamambreoù sev.
&
Trl.
Ober kamambre : bezañ seven betek re, ober re a ardoù.
&
(db. an dud)
Un toull kamambre : un den a ra kalz ardoù.
Pebezh toull kamambre eo honnezh.
2. (db. ar vugale)
Noilh.
&
Trl.
Ober kamambre d'ur bugel : ober e zivizoù.
Gwechall an dud ne raent ket a gamambre d'ar vugale.
II.
G.
1. Den a ra kalz ardoù, den zo seven betek re.
Ur c'hozh tamm kamambre. Ur hern kamambreoù dizesk.
2. Bugel moumoun, a dremener re dioutañ.
Ur c'hamambre a vugel.
III.
B.
1. Jestr karantezus.
Div pe deir c'hamambre.
2. Plac'h a ra kalz ardoù.
IV.
Impl. da ag.
1. (db. an dud)
Dezhañ doareoù seven betek re.
Kamambre a-walc'h eo honnezh.
2. (db. an oberoù, ar c'homzoù)
Seven betek re.
Un doare-komz kamambre.
3. (db. an dud, ar vugale dh.)
Froudennus.
&
Krl.
Janedig kamambre / A gava buan kerse.