I.
1. Pezh eus ur stern-gwiadiñ a zibun an neud diwarnañ.
Da gentañ e veze punet an neud war holl ar c'hanelloù hag o lakaat er stern steuñvet ha skoulmet-mat.
2. Dre ast.
Pezh ront eus ur wrierez a zibun an neud diwarnañ.
Ur ganell kemenerez.
3. Traezenn a buner film warni.
4. Trl. kv.
Treiñ, mont evel (war) ur ganell : mont en-dro hep tamm kudenn.
Adal ma'c'h eus kement tra a fell dit kaout, war da veno, ez a ar bed evel ur ganell. Treiñ a rae ar rodoù evel ur ganell gant ar werzhid.
II.
1. Dre heveleb.
Benveg staliet war ar gwalinier-pesketa evit punañ pe dibunañ al linenn.
Leuskel e ganell da zistreiñ a-enep.
2. Dre skeud.
Plac'h a gomz kalz ha lemm he zeod.
Kozh kanell !