Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. PEMDEZ 1. Danvezenn - a c'hoarvez eus ar boued bet treizhet - a vez ermaeziet eus ar c'horf dre ar fraezh. Ur bern kaoc'h : ur gac'hadenn. [1954] [...] (emañ c’hoazh amañ e Krec’h Eliez al levrig-se, mastaret ar pajennoù anezhañ gant kaoc’h kelien ha duet gant ar moged). & Dre fent Boulom-kaoc'h : kac'hadenn. DHS. fank, foerell, mon. 2. (dirak un anv loen, en e furm lies prl.) Fank, mon al loened-se. Kaoc'h-kezeg, kaoc'h-marc'h. Kaoc'h-saout. Kaoc'h-deñved. Kaoc'h-givri. Kaoc'h-louarn. Kaoc'h-moc'h. Kaoc'h-ki. Kaoc'h-kelien. Kaoc'h-c'hwen. Kaoc'h-yer. DHS. abon, beuzel, fiez-glas, kagal. II. (db. danvezennoù all, dirak ur spizer) Kaoc'h-kevnid : gwiad-kevnid. III. Dre skeud. Trl. Bezañ kaoc'h tomm en e vragoù : kaout aon bras. & [2015] Bezañ kaoc'h kras en e vragoù : bezañ lakaet diaes, nec'het, mall warnañ da c'houzout udb. & Bezañ uhel ar c'haoc'h en e revr, en e doull : bezañ lorc'hus-kenañ. [1954] Ma ! hemañ bepred a zo diouzhin, rak daoust d’e garg n’eo ket ur reor war wigour. – Nann ’vat, eme ar fuzuilher war-c’hed e-kichen ar varikennig, diskouez a ra n’eo ket uhel e gaoc’h ennañ ! & Skeiñ, teuler kaoc'h en avel : mont diwar dizh, buanañ ma c'haller. & Mont da gaoc'h-heiz : treiñ da fall. Aet eo hon devezh da gaoc'h-heiz : netra vat n'hon eus graet. Aet eo ar veaj da gaoc'h-heiz : ne vo ket graet.

Exemples historiques : 
28
Masquer la liste des exemples

kaoc'h-houarn

1499
Référence : LVBCA p99, 108 (escume de fer)

kaoc'h

1499
Référence : LVBCA p108 ('merde')

kaoc'h saout

1732
Référence : GReg pg fiente (Fiente de vaches, &c.)

Cauc'h moc'h

1732
Référence : GReg pg fiente (Fiente de pourceaux)

cauc'h karo

1732
Référence : GReg pg fumée (Fumé du cerf.)

kaoc'h evned

1732
Référence : GReg pg émeut (fiente d'Oiseaux)

kaoc'h gwazi

1732
Référence : GReg pg fiente (Fiente d'oye)

kaoc'h laboused

1732
Référence : GReg pg fiente (Fiente d'oiseaux)

kaoc'h

1732
Référence : GReg pg fiente

cauc'h marc'h

1732
Référence : GReg pg fiente (excrement des chevaux, & de semblables animaux.)

kaoc'h kelien

1732
Référence : GReg pg chieuse (chieure de mouches sur la viande)

kaoc'h kellion

1732
Référence : GReg pg chieuse (chieure de mouches sur la viande)

kaoc'h kazh, kaoc'h ki

1732
Référence : GReg pg crotte (de chat, de chien)

Kaoc'h moc'h tomm a zo mat ouzh ar viskoul.

1850
Référence : GON.II pg kac'h ou kaoc'h (La fiente de cochon toute chaude est bonne contre le panaris).

kaoc'h

1850
Référence : GON.II pg kac'h, kaoc'h (Excrément. Merde, matière fécale de l'homme et de quelques autres animaux. Fiente, excrément de bête. Ordure).

Lamit ar c'haoc'h-se alese.

1850
Référence : GON.II pg kac'h (Enlevez cette merde, cette ordure de là).

kaoc'h

1850
Référence : GON.II pg koc'h

kaoc'h

1850
Référence : GON.II pg kac'h ou kaoc'h (Excrément. Merde, matière fécale de l'homme et de quelques autres animaux. Fiente, excrément de bête. Ordure).

kac'h

1850
Référence : GON.II pg kakac'h, pg kac'h ou kaoc'h (Excrément. Merde, matière fécale de l'homme et de quelques autres animaux. Fiente, excrément de bête. Ordure), pg kac'ha, koc'h, koc'hien, mon, mours,

bern kaoc'h saout

1931
Référence : VALL pg béret

kaoc'h saout

1931
Référence : VALL pg bouse

[...] hag e tu-hont da se, ur pennad ’oa e vezen o lenn dibaouez ul levr, ha sed amañ pehini : Idyllis of the King, gant Tennyson, (emañ c’hoazh amañ e Krec’h Eliez al levrig-se, mastaret ar pajennoù anezhañ gant kaoc’h kelien ha duet gant ar moged).

1954
Référence : VAZA p.70

Ma ! hemañ bepred a zo diouzhin, rak daoust d’e garg n’eo ket ur reor war wigour. – Nann ’vat, eme ar fuzuilher war-c’hed e-kichen ar varikennig, diskouez a ra n’eo ket uhel e gaoc’h ennañ !

1954
Référence : VAZA p.154

Kit da skidañ, Aotronez, gant ho manegoù gwenn, ho togoù piped kouevr hag ho mezher ker, gwell eo ganin tremen gant ur c’hozh vragoù ruz takonet, ur vantell c’hlas dislivet hag ur re votoù hep stumm na neuz, gant ma vo sellet ouzhin evel ouzh un den, ha n’eo ket e-giz-mañ, evel pa vijen ul loen, pe ur veradenn gaoc’h yar !

1955
Référence : VBRU p.32

Plantañ anezhe 'barzh a c'haoc'h nukleel, lezel anezhe 'barzh ar mazout, ya !

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Bernioù kaoc'h fresk a ziskouez edo al loened dre aze en deizioù-se.

1985
Référence : DGBD p157

Dav eo lakaat ar c'hoarzherien a-du ganeoc'h, en ur ziskouez dre an eskemmoù a zo gant hoc'h enebourien pegen lu eo o doare d'en em zerc'hel, pegen faos eo ar pezh a lâront, pegen uhel eo ar c'haoc'h en o revr abalamour d'o galloud, hag all, hag all.

2015
Référence : DISENT p79

C'hoari a ra e zen direbech peogwir e oa bet o telc'her ar sac'h hag e oa kaoc'h kras en e vragoù.

2015
Référence : EHPEA p396

Note d'étude

Roet eo "koc'h" e GON.II evel ar stumm graet gantañ er-maez eus Bro-Leon.

L'Office public de la langue bretonne