I.
Kegin.
1. Yod dre laezh.
Kaot gwinizh. Kaot tev, tanav.
&
Trl.
Mont e kaot : mont d'ober un danvezenn wak.
Skeiñ a reas war an diaoul ken a oa bruzunet e eskern hag aet e gig e kaot.
2. Soubenn legumaj fetis.
3. A-wechoù
Bas krampouezh.
Ne veze ket pell evit ledañ he c'haot war ar billig.
II.
1. Peg.
Kaot kreñv.
2. Aozadenn a vez lakaet war an neud da vezañ gwiadet.
&
Trl.
Dilhad dre o c'haot : dilhad nevez-flamm, n'int ket bet kannet c'hoazh.
HS. pask.
&
Kaot-askorn : danvezenn a eztenner eus kig hag eskern bevin bet o virviñ e-pad pell.
4. Pri.
Dindan ar glav-pil, e-kreiz ar c'haot.