kaoued
Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.
Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ.
Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a c’hrad-vat [a-c'hrad-vat] diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.
Ar besketaerien hag a vez o kampiñ eno n'int ket ken sellus-se, hag an darn vuiañ anezho n'o deus ket kemeret ar boan da sevel mogerennoù en-dro d'o zi : un nebeud truilhoù oc'h istribilhañ etre div geuneudenn, ur gaoued tul[l] evit en em ziwall ouzh flemmoù ar c'helien, ha setu ul lec'h da gousket !
Dispar e oa gwelout un tammig izeloc'h egedomp e-krap tor ar menez ma oamp daou, dri den all o pignat gant ar memes menez ; ken bihan ha dister e seblantent bezañ hag ur prezebig en ur gaoued.
Mots précédents
Mots suivants
kaouedad