Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. ISTOR [1499] Unanenn vuzuliañ implijet a-raok an Dispac'h bras a dalveze kement ha daou bintad. [1499] Kard. II. BREMAÑ 1. Unan eus ar peder rann gevatal a ya d'ober un hollad. Ur c'hard anezho zo Bretoned. Echuet em eus ar c'hard eus ma labour. & UR C'HARD, AN TRI C'HARD : troienn a arouezer ganti ur c'hementad mui pe vui kevatal d'ar c'hard, d'an tri c'hard eus udb. 2. (dirak un ak.) Termen a arouezer gantañ pevare lodenn, kevatal d'an teir all, eus un hollad, ur c'hementad, ur gorread, un dalvoudegezh. Ur c'hard pajennad. Ur c'hard litrad. Ur c'hard skoed. Ul lev ha kard. 3. (db. an eur) Termen a arouezer gantañ ar prantad amzer a 15 munut zo a-raok pe goude an eur p'he lenner. Dek eur ha kard eo : dek eur mui pemzek munut. Dek nemet kard eo : dek eur nemet pemzek munut. HS. kardeur. 4. (db. an avel) Termen a dalvez da arouezin ar roudoù avel zo da dostañ d'an daou benn-ahel hag a bep tu dezho, pep hini anezho o vezañ divvet rann ha tregont eus rod an avelioù. Norzh-kard-biz, norzh-kard-gwalarn. Su-kard-gevred, su-kard-mervent. 5. MERDEAD. Prantad amzer ma vez ul lodenn eus laz ul lestr o labourat diouzh tro. Bezañ er c'hard.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

kard

1499
Référence : LVBCA p109 ('quarte')

kard

1499
Référence : LVBCA p109 ('quarte')

sinifiañ ur c'hard apell d'ar Parlamant

1732
Référence : GReg pg appel

ur c'hard eur

1732
Référence : GReg pg heure (Un quart-d'heure, Van.)

kreisteiz nemet kard

1909
Référence : BROU p. 402 (midi moins un quart)

Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri-c’hant mil dra he doa klevet Katell.

1944
Référence : ATST p.81

Tri c'hard eur e oa c'hoazh da c'hortoz kent serriñ dor an iliz.

1949
Référence : SIZH p.64

Da zek eur ha kart e kendalc'h ar wenodenn da vont dre wask ar gwez uhel, hag e choman gant va soñj distreiñ, ha da zek eur hanter ez eo heñvel.

1985
Référence : DGBD p156

Setu pelec'h edo o vevañ lellig Henry Jekyll, un den en defe da hêrezh ur c'hard million a lurioù sterling !

2012
Référence : DJHMH p40

Dre chañs ne gavomp skoilh ebet war an hent goude leurgêr Omonia ha gant ar c'hwitellerez e erruomp e Psic'hiko ur c'hard eur war-lerc'h.

2015
Référence : EHPEA p124

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux