Paotr pe blac'h a garer ; serc'h.
Kavout karedig. An daou garedig. Ur garedig n'he deus ket d'ober gant testoù pa zeu davet he muiañ-karet.
HS. amourouz, dous, karantez, mestrez, muiañ-karet.
EVEZH. : gourel eo ar ger pa zaveer d'ur paotr ha benel pa zaveer d'ur plac'h.
Référence :
GON.II.HV
pg karédik (C'est ma bien-aimée, mon amie).
karedig
karédik
1850
Référence :
GON.II.HV
pg karédik (Mignon, le bien-aimé, le favori. Au fém., amie, maîtresse. C'est aussi le nom que les enfants donnent à leur gouvernante).
va c'haredig... deuit en hent-mañ gant ho saout
va c'haredik... deuit en hent-man gand ho saout...
1909
Référence :
BROU
p. 211
Ha pried ne dleent da gaout, difennet ma ’z oa outo anaout plijadurezhioù ar c’harediged na tañva levenez ar mammoù, dre m’oa bet gouestlet d’an Heol gant o zad ar yaouankiz hag ar werc’hded anezho (1).
Ha pried ne dleent da gaout, difennet ma ’z oa outo anaout plijadureziou ar c’harediged na tanva levenez ar mammou, dre m’oa bet gouestlet d’an Heol gand o zad ar yaouankiz hag ar werc’hded anezo (1).
1923
Référence :
SKET
p.98
O karedig, emezo, bet eo betek-hen an holl boan hag an holl skuizhder evidout-te, ha te n’ec’h eus graet droug ebet. Na ve ket e vefe evel-se hiviziken !
O karedig, emezo, bet eo betek-hen an holl boan hag an holl skuizder evidout-te, ha te n’ec’h eus graet droug ebet. Na ve ket e vefe evel-se hiviziken !
1923
Référence :
SKET
p.109
karedig
1931
Référence :
VALL
pg amant, amante
- Ya ! d'ho kwelout, c'hwi ! - Perak, avat, ken diwezhat ? Ne vez mui den, en iliz, d'an eur-mañ. - Ur garedig n'he deus ket d'ober gant testoù, pa zeu davet he muiañ-karet.