Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Bronneg daskirier eus ar c'herentiad Cervidae, zo o vevañ e broioù yen an hanternoz, brankoù war penn ar par hag ar barez, palvezek un disterañ o begoù, e anv spesad Rangifer tarandus. Gant an diskar-amzer e tiskenn ar c'hirvi-erc'h en traoñiennoù.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Met bep tro e vane war hol lerc’h al lodenn vrasañ eus ar bitailh kinniget dimp, rak gwall zebrerien eo an dud dre ma pellaer war-du an Hanternoz, ha ken digor ha ma veze a-drugarez Doue hor c’halon, ne oamp ket evelkent evit brifañ e berr amzer kemend-all a voued : pesked fresk pe vogedet, dreist-holl eoged saourus-tre, togoù-touseged aozet e pep seurt stumm, frouezh, jiboez ar vro, kilheien-gouez, gouez enezed, kig demm ha zoken kig karv-erc’h, ha me oar !

1954
Référence : VAZA p.168

Poltredet e oa bet Katherine gant an douristed, ar plac'hig yaouank eus Laponia e-touez ar c'hirvi-erc'h, hag ur wech e oa bet pourmenet war ar stlejell gant an tad, ha troiadoù o doa graet o-daou.

2023
Référence : DREAM p. 90

An wech kentañ a oa d'an teir Svedadez debriñ kig karv-erc'h.

2023
Référence : DREAM p. 115

D'ur poent bennak e spurmantas Kathrine un dropelladig kirvi-erc'h.

2023
Référence : DREAM p. 10

Evit ar wech e oa bet treuz-didreuz an harzoù, heuliet e veze roudoù ar c'hirvi-erc'h gant an dud, pe ar c'hlodadoù pesked, hag ar re-se ne raent ket van gant an harzoù.

2023
Référence : DREAM p.34

L'Office public de la langue bretonne