Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Pennwisk paotred, pe merc'hed a-wechoù, mui pe vui a zalc'h d'e zanvez, dezhañ un erien war an diaraog.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

E-lec’h ar boned toupenn ruz e tougen ur gasketenn gant ur erien lufr-tre : marin-casquette e rae diouzhimp ar vartoloded all krignet a-wechoù gant ar warizi.

1954
Référence : VAZA p.87

Ur paotr brav anezhañ, gwisket kaer e veze dalc’hmat, ha netra aesoc’h evitañ, rak nag ar gasketenn war e benn, nag an dilhad e[n]-dro dezhañ, nag ar botoù-lêr ker en e dreid, na moarvat roched pe gravatenn, netra ne gouste dezhañ lost ur gwenneg.

1954
Référence : VAZA p.176

Bale a rae a-hed ar c’hae ur c’hoziad e gasketenn ruz, gant dilhad en-dro dezhañ peurglinket evel re ur Chasgeu, hag eñ o vrallañ ur c’hloc’hig en ur salmiñ e-giz ur sakrist ouzh al letrin « Piervé zvonok Gospoda !... Na Varchavou, Brest-Litowsk, Minsk, Smolensk i Moskou, prochou saditsia !... »

1955
Référence : VBRU p.39-40

Dre-se, kement paotr en deveze darempred dre-a-hont a ranke lemel a-dizh e dog pe e gasketenn dindan boan a drubuilh ha zoken a gastiz, rak noz ha deiz e chome war-dro un archer digor mat gantañ e zaoulagad

1955
Référence : VBRU p.57

L'Office public de la langue bretonne