Télécharger les mots parents kelaouenner kelaouennerezh kelaouenn-gelc'h kelaouiñ
Lenn a ris goude er gelaouenn e voe bet kaset an dud yaouank-se, evito da vezañ didamall-rik, da di ar c’homiser, ha dalc’het e voent eno ne oar den pegeit, rak dre gaer pe dre heg e felle d’ar Rusianed klevout diganto, ha peseurt droug e oant e-sell d’ober d’an Impalaer, hag anv o c’henwallerien, ha gant piv e oant bet aliet pe gopraet, ha pegement arc’hant o devoa bet, hag ac’hann, hag aleshont, ken ma voent war var d’anzav n’eus forzh petra, gant ma vije paouezet ganto, da vihanañ ul lajadig…
Koll poan hag amzer a rae, ha kerkoulz e vije bet dezhañ reiñ lunedoù d’ur glesker hag e bediñ da lenn a vouezh uhel ar gelaouenn.
Ha pa zegouezhas da hemañ, en derc'hent ar brezel diwezhañ - Pax omnibus ! - tarzhañ un dro bennak beure-mat e lenn Toulon, ha biskoazh den ne ouias na da biv na dra [sic, da] betra tamall ar gwalleur, e lenned er c'helaouennoù : Aet eo ar Frankiz da get !...
An dro-mañ ’vat, ne deurvezas ket ar roue dont d’hor bete : klañv ’oa war e wele, eme ar c’helaouennoù, met e wreg, merc’h roue ar Montenegro, a bignas war vourzh.
Diskouez a rae ’ta Daniz n’o devoa ket c’hoazh ankounac’haet glac’har o zadoù er bloavezh 1870, pa glevjont e oa bet trec’het soudarded Bro-C’hall e kêr Sedan, hag an deiz warlerc’h [war-lerc'h] bez’ oa ur vevenn du-kañv en dro d’ar c’helaouennoù ma’z oa moulet warno ar c’heloù mantrus-se.
kaout ur wir gelaouenn da lenn ha n'eo ket ur magazin bennak ouzhpenn
Er c'hontrol diouzh ar pezh 'zo bet tu da lenn war gelaouennoù zo, ne vezo ket pedet -diwar diviz aozerien Gouel ar brezhoneg : SAE, Kroazhent- an aozadurioù pe an aferioù bras, ur pal kenwerzhel ganto.
Anat eo ne zegouezhe ket bemdez ar gelaouenn du-hont : dre vras [dre-vras] e teue al lestr bep pemzektez hag ho peze evel-se pevarzek kelaouenn war un dro, ar pep brasañ anezho bet moullet ouzhpenn ur miz a oa.
D'ar mare ma chomas a-sav ar c'hab dirak ar chomlec'h meneget, e savas un tammig al latar; an noter a spurmantas ur straed truek, un davarn, un ti-debriñ gall dister, ur stal a werzhe kelaouennoù skeudennaouet ur penny an tamm ha saladennoù daous pence, ur bern bugale e truilhoù tomolodet e korn an dorioù, ha merc'hed e-leizh, eus a bep seurt broioù, o tremen hag o vont, o alc'houez en o dorn, da bakañ banne ar beure.
War an daolig, e-kreiz ar pezh, ez eus kelaouennoù kozh a-vern.
Mots précédents
Mots suivants
kelaouenner