1. Oberiadur kemenn udb. dre gomz, dre skrid, h.a.
2. Tra a gemenner (da ub.) ober.
Plegañ da gemennadurioù e renerien.
DHS. goulenn, gourc'hemenn, kemennadenn, urzh.
3. Tra a roer da c'houzout.
Surveyor a voe bannet etrezek al Loar, hag e kasas luc'hskeudennoù ha kemennadurioù all.
DHS. kemennadenn.
4. Skrid kefridiel, dezhañ talvoudegezh ul lezenn, a gemenn da ub. ober udb.
Embregañ a rae ar roue ar galloud dre hent kemennadurioù. Kemennadur 1669 war an doureier hag ar c'hoadeier.