Anat e oa o doa c’hoant da jarneal ha da sakreal diwar-benn ar boned segovii, abalamour an darn vuiañ ac’hanomp a yoa ar boned-se ganto e Kergidu ; hag ar re a yoa chomet bev eus a soudarded Canclaux, n’o doa ket ankounac’haet penaos e oant bet kempennet ganeomp-ni, ha pegen tost e oa bet dezho kaout holl ar marv war an dachenn.
Diskenn a ran koulskoude war c'houlenn ar re all, ha peadra a vije din da gaout keuz ma ne vijen ket aet en douar : ur gêrig koant eo a gavan, kempennet-mat, glas-holl, ha marzhus ar vro tro-dro gant ar plegoù-mor hag an inizi uhel morennet.
Mots précédents
Mots suivants
kempennidigezh