(2) [...] E barzhoneg Claudianus gouestlet da Stiliko, ez eo skeudennet Galia evel ur vaouez blev melen, un dro-c’houzoug aour gwidilet en he c’herc’henn ha daou c’hoaf-bann en he dorn ; Brittia evel ur plac’h vrizhellet, gwisket gant ur sae c’hlas, ha, war he fenn, da gabell, ur penn hoc’h-gouez, Rev. celt. 1901, p. 153-9.
O welout an hini a zeue daveto, Atir ha Mâtir a save ha, deut an ene en o c’hichen, e taolent o divrec’h en e gerc’henn d’e vriata [...].
Spurmantañ a reas dindan traoñ ar vantilhenn, a c'holoe dremm e amezegez, un darn eus he c'herc'henn gwenn.
Bez' e veze en e gerc'henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog, foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel.
N'eo ket degouezhet ganin gwelout nemeur a wragez diwar ar maez ken mistr, ken kempenn ha hi ; forzh pegen abred e tremenen er vourc'h dalc'hmat e veze stipet evel da Sul, ur sae vezher du en-dro dezhi, ur voulouzenn pe un dantelezhenn en he c'herc'henn, ha war he fenn, ur pikol evn gwenn, ar « jubile » hervez ma lavarer dre amañ.
Dre ma 'z it, setu ma santit ho tivesker pe ho tivrec'h o teviñ ; ma teu deoc'h tremen en ur stouiñ dindan ur bod strouezh, setu ma red an tan en ho kerc'henn.
Gant muntr Lazaridis koulskoude ez eus bet lakaet ul lindag en hon c'herc'henn ha div vaodiernezh, da nebeutañ, a zo o prientiñ stardañ anezhañ.
Mots précédents
Mots suivants
kerc'henn