Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.
Ur gêr hep bezañ c'hoazh ur gêr wirion hag hep bezañ ken ur gêrig evel ar re am bo tu da welout en ur vont pelloc'h gant ma zroiad.
Mezh he doa gant he c'hêrig munut-tout, gant hec'h istorioù dezhi, gant Helge dreist-holl, met ivez gant Thomas, gant he mamm ha gant ar bugel dic'hoantaet.
Dezhi e oa evel p'he dije kollet kement skor, hag aet kuit diouzh he buhez evel pa vije bet aet er-maez eus un ti, hag e vije neuze o sellet outañ eus an diavaez, eus an traoñ, eus un hanter metr uhelder, hervez diarsell ur c'hi, diarsell ar bugel a oa bet gwechall, pa oa deuet he zud da chom er gêrig.
Mots précédents
Mots suivants
Keriti