1. Riez zo meur a Stad emren ouzh he ober ha ganti kefridi an difenn hag an darempredoù etrebroadel prl.
Kevreadoù eo Brazil ha Kanada. Kêrbenn kevread ar Stadoù-Unanet eo Washington.
2. Hollad aozadurioù emren bodet en hevelep framm dindan ur renerezh a dalvez evito holl.
Ur c'hevread c'hweluniadoù. Ur c'hevread kevredigezhioù. Ur c'hevread eo Kuzul ar Brezhoneg.
[1955] Bez ’oa e korn dehou al leurgêr-se – hag e welout a ran c’hoazh ken fraezh ma ’z afen, ha me mouchet, war-eeun d’e vete ! – ur c’haer a di gant ur skritell ma lenned warni e lizherennoù aour anv ur c’hevread listri-kenwerzh o vordeal er Mor Du.
Bez ’oa e korn dehou al leurgêr-se – hag e welout a ran c’hoazh ken fraezh ma ’z afen, ha me mouchet, war-eeun d’e vete ! – ur c’haer a di gant ur skritell ma lenned warni e lizherennoù aour anv ur c’hevread listri-kenwerzh o vordeal er Mor Du.
Bez ’oa e korn dehou al leurgêr-se – hag e welout a ran c’hoazh ken fraez ma ’z afen, ha me mouchet, war eeun d’e vete ! – ur c’haer a di gant ur skritell ma lenned warni e lizherennoù aour anv ur c’hevread listri-kenwerzh o vordeal er Mor Du.