klaouetenn
Dont a reas d'e dro war vourzh ar C'hleber besadmiral Haiti hag ouzh e heul pennrener e strollad-gourc'hemenn, ur pikol pezh morian gant un tog chasgeu war e gokenn, hag eñ fardet gant Doue 'oar pet galoñs ha klaoutenn hanter weñvet an aour anezho, ha chaokat didruez a rae ar ramz en ur skopañ druz a bep eil kammed ma rae war ar pont.
Garv e oa ar vouezh-se, ha ken garv all an archerien, pikoloù kanfarded o dilhad glas-mor gant klaoutennoù arc’hant ouzh o skoaz, hag a rae dimp – un daou-c’hant bennak a dud – diskenn a-dizh eus kirri an tren alaman, ha raktal e voemp leviet gant herr war-du an ti-hent-houarn, rak bez’ oa a bep tu dimp ur regennad soudarded gant fuzuilhoù, baionetezennoù, sabrinier ha pistolennoù, evel pa vijemp bet holl, paotred, merc’hed ha bugale, ur bagad torfedourien da gas d’ar marv kerkent ha paket.
Mots précédents
Mots suivants
klaouiañ