« Feiz ! » eme Lukaz, « kanañ a rit d’hoc’h eontr un interamant a gentañ klas ! Mes arabat eo seniñ ar c’hañv re abred, rak marteze hoc’h eontr a zo yac’h-pesk, ha ker buan e vefe gwelet o tont amañ da c’houlenn diganin ur chopinad sistr. »
Gant mantr-kalon e lavaris kenavo d'am c'heneiled ar gambrad, tud uvel, labourerien-douar kalz anezho ; ar c'hleroner Huchet, an daboulinerien Glo hag Ulliag, ar soudard kentañ-klas Cocaud, a oa bet holl ken jentil em c'heñver, hag o doa c'hoazh, siwazh dezho, ur bloaz da dennañ, a-barzh distreiñ d'o c'heriadennoù un tu bennak war ar maez e Breizh-Uhel.
Nebeudik-tre a dreizhidi a zo, ha peuzc'houllo e chomas atav ar sal da zebriñ. Zoken etre Dakar ha Casablanca n'eus ket bet hanter-kant den er c'hentañ klas.
Mots précédents
Mots suivants
klasad