Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. A denn d'an Henamzer, gresian ha roman dh., lakaet da skouer. Pentathlon klasel. Studioù klasel : studi al lizhiri, al latin, hag ar gresianeg. 2. (db. an arzoù) A lavarer eus oberourien hag oberoù eus ar XVIIvet dh., zo levezonet gant patromoù arzel an Henamzer roman ha gresian. Dilezel an doare brizh klasel evit skrivañ ur yezh fresk ha poblek. Livadurioù klasel, arz klasel. 3. Sonerezh klasel : sonerezh ar sonaozourien vras eus Europa, hini oberourien an XVIIIvet kantved dh., enebet ouzh ar sonerezh poblek alies. Tonioù Kembre zo anat warno levezon ar sonerezh klasel relijiel. 4. Zo hervez reolennoù anavezet ha degemeret, zo hervez ar boaz. Er yezhadurioù klasel. Klenkañ an Emsav er reizhiad klasel dehoù-kleiz. & Tr. adv. ENT KLASEL : en un doare anavezet ha degemeret. Ent klasel e talvez ar prestoù da harpañ an embregerezhioù. ES. arnevez, nevez.

Exemples historiques : 
2
Masquer la liste des exemples

Betek an hordennadoù kolonennoùigoù a gustume diskenn ouzh ar voger, a-zindan ar bolzioù betek al leur, bep etrepeuliad, evel un arouez fetis eus al lusk war-grec'h hag a oa anezho unan eus elfennoù merkusañ ar goteg klasel

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

"Ar gouarnamant n'en deus ket ezhomm tuta ur muntrer evit sevel an telloù," a respont dezhi ar sekretour Stad gant stambouc'h kent klask en em dennañ en doare klasel, harozel.

2015
Référence : EHPEA p148

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux