(db. al lec'hioù)
1. Er goudor (diouzh an avel, ar yenijenn).
Ur c'hornig klet war c'horre al lestr. Klet eo da garrdi ? Kletoc'h e vez gant ar gwez memes tra. Ur c'harzh klet e-barzh al liorzh.
2. Dre ast.
En em gaver brav hag aes ennañ.
Un ti klet ha sioul.
Ur gwele klet : ur gwele blot. Kambroù klet.
&
Dre skeud.
Arabat e oa e zirenkañ en e dammig buhez klet ha kloz, e zirenkañ en e voazioù.