Lec'h toet prl. ma vez dalc'het ar marc'had.
Leun e oa ar c'hoc'hu a dud. Koc'hu kozh Kistreberzh.
&
Trl. skeud.
Mont e stal da benn ar c'hoc'hu : ober freuz-stal.
Evit reiñ muioc’h a dro hag a lid d’ar gouel, e voe lakaet, e kreiz-kêr, etre ar c’hoc’hu hag an iliz, war hent Brest, peder barrikenn war o zal, evel pevar beul, da ober pevar bilier, ha war ar barrikennoù-se, pleñch da ober solier.
Evit rei muioc’h a dro hag a lid d’ar gouel, e oue lakeat, e kreiz kear, etre ar c’hoc’hi hag an iliz, var hent Brest, peder barrikenn var ho zal, evel pevar beul, da ober pevar bilier, ha var ar barrikennou-ze, plench da ober solier.
1877
Référence :
EKG.I.
p.176
Ar prizon, d’ar mare-se, a yoa el lec’h m’eus savet, n’eus ket pell, ur c’hoc’hi [c'hoc'hu] nevez.
Ar prizoun, d’ar mare-ze, a ioa el leac’h m’euz savet, n’euz ket pell, eur c’hoc’hi nevez.
1878
Référence :
EKG.II
p.214
Keit ma yae an traoù-mañ en-dro, Srollad Paotred Plouyann a oa o c’hoari Mister Sant-Gwenole ha fentigell ar Vezventi dindan ar c’hoc’hu, leun-barr.
Keit ma yae an traou-mañ en-dro, Srollad Paotred Plouyann a oa o c’hoari Mister Sant-Gwenole ha fentigell ar Vezventi dindan ar c’hoc’hu, leun-barr.
1944
Référence :
EURW.1
p.189
Keit' ma oa mamm oc'h ober tro ar stalioù da brenañ din krezioù, loereier, hag all, me a furike da gaout ur gambr. Ober a ris marc'had eus unan war blasenn al Lisoù, a oa ur c'hoc'hu en he c'hreiz. Ar berc'hennez a oa un ostizez o chom en traoñ, ar gambr a oa er solieradur kentañ.
Keit' ma oa mamm oc'h ober tro ar staliou da brena d'in kreziou, loereier, hag all, me a furike da gaout eur gambr. Ober a ris marc'had eus unan war blasenn al Liñsou, a oa eur c'hoc'hu en he c'hreiz. Ar berc'hennez a oa eun ostizez o chom en traoñ, ar gambr a oa er solieradur kenta.
1944
Référence :
EURW.1
p.136
Note d'étude
Lenn a reer e GON.II e veze distaget "kovu" gant lod e Bro-Wened.