I.
V.g.
1. (db. rannoù ar c'horf)
Dont da vezañ bras-direizh e ec'honad, stign e groc'hen diwar c'hloaz, diwar gleñved, gant ar riv, h.a.
Koeñviñ a ra he brec'h. Ra lakaint da gof da goeñviñ. Evit ar saout, an deñved a zeu da goeñviñ diwar ar melchon nevez, ret eo intent outo hep dale.
2. Dre ast.
C'hwezañ.
Sellet a rae ouzh an tonnoù o sevel hag o tiskenn, o koeñviñ hag o tarzhañ en un dispac'h spoum gwenn.
II.
V.k.e.
C'hwezañ.
An avel fresk a c'hwiban er c'herdin hag a goeñv ar gouelioù.
HS. foeñviñ.