Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. (er relijion gatolik) A. 1. Diskuliañ (e bec'hedoù) d'ar beleg evit kaout an absolvenn anezho. Kofes e bec'hedoù. & Ent krenn Tregont vloaz zo sur ne'm eus ket kofeset. Davet piv ez ez da gofes ? Bet e oa o kofes hep kaout an absolvenn. Gourc'hemennet eo kofes. 2. Klevet kofezadur ub. Tud klañv zo da gofes. & Ent krenn Tremen a rae un amzer vras o kofes. Kentañ dever ar beleg eo kelenn, prezeg, kofes. & (impl. en e furm av.) Kador-gofes. B. [1576] Embann e feiz, reiñ da c'houzout e gredennoù a-fet relijion.

Exemples historiques : 
38
Masquer la liste des exemples

kofes

1499
Référence : LVBCA p117 (confesser)

Kent-se ez kredomp [ennañ] hag ez koñfesomp [anezhañ] fermamant (nemedout a brouvfe deomp, dre ur rezon hag ur señtañs arall aprovetoc'h, [bezañs] an doueoù pere hon eus enoret bede vremañ) ez fell deomp hon em goñvertisañ ouzh Krist ha bezañ kristenien.

1576
Référence : Cath p14-15

M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.

1622
Référence : Do. p28 & 30

Goude en em lakaan da soñjal [e] peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eveus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorrijañ.

1622
Référence : Do. p52

Nag ar sakramant a goñfirmasion ? Reiñ a ra deomp nerzh evit kofes fermamant ar feiz pehini hon eus resevet er sakramant a vadiziant

1622
Référence : Do. p40

Petra zo neseser da ober evit kofes ervat ?

1622
Référence : Do. p42

En trede, [eo ret,] goude bezañ en em laeket d'an daoulin dirak an c'hofeser ha lavaret Confiteor bede mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù hep lezel nigun gant e goun mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn peheni a vezo ordrenet gant an c'hofesour.

1622
Référence : Do. p42

M. Petra zo rekis ha neseser evit e resev dignamant ? D. Neseser eo na santemp hor c'hoñsiañs karget a nep pec'hed marvel, ha rak-se eo ret kofes diaraok.

1622
Référence : Do. p44

kofes

1659
Référence : LDJM.1 pg cofes

e-barzh kofes

1659
Référence : LDJM.1 pg deuant (que ie confesse)

kofesaat

1659
Référence : LDJM.1 pg confesser

koes

1659
Référence : LDJM.1 pg confesser

Da bec'hedoù a gofesai ur wech er bloaz, ma ne rez mui ; / Ha da Grouer a resevi / En amzer Fask, hep pellaat mui.

1677
Référence : Do. p31

M. Petra a renker da ober evit en em gofes ervat ?

1677
Référence : Do. p43

Goude en em lakan da soñjal peseurt pec'hedoù em eus kometet en deiz-se e soñjezonoù, komzoù, hag euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet genen, en ur bropoziñ o c'hofes, hag en em gorrijañ.

1677
Référence : Do. p53

kofeset

1732
Référence : GReg pg confesser

ne brezeg na ne gofes

1732
Référence : GReg pg chanter (il ne danse ni ne chante)

kofes

1732
Référence : GReg pg confesser (entendre les confessions, faire la déclaration de ses pechez)

kofesaat

1732
Référence : GReg pg confesser

kofes

1732
Référence : GReg pg confesser

kofesaat

1732
Référence : GReg pg confesser

kofeset

1732
Référence : GReg pg confesser

kofes gant ur c'hivijer

1732
Référence : GReg pg (faire sa) confession (à un confesseur rude. Qiviger, taneur, ce qui se dit burlesquement))

kofes gant un absolver

1732
Référence : GReg pg (faire la) confession (à un Confesseur commode, qui donne l'absolution facilement, & indifferement à tous)

a-barzh kofes

1732
Référence : GReg pg devant (que de se confesser)

kent eget kofes

1732
Référence : GReg pg devant (que de se confesser)

diagent kofes

1732
Référence : GReg pg devant (que de se confesser)

kofes ha sakramantiñ

1732
Référence : GReg pg (faire ses) devotions

Den ne ouie da belec’h e oa aet. Lod a lavar e oa deuet Doue da bikat e galon o welet feiz start Plougerneiz, rak gouzout ervat a rae e oa kuzhet, dre ar vro, beleien hag a gofesae an dud a-raok mervel hag a vadeze ar vugale en ur zont war an douar ; salv e ve gwir ?

1877
Référence : EKG.I. p.239

Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?

1877
Référence : EKG.I. p.4-5

An eskibien hag ar veleien a dlee sentiñ, nann ouc’h lezennoù Doue ha re an Iliz, mes ouc’h lezennoù graet gant tud ha ned ea ket daou war gant anezho da vezañ kofesaet, na zoken d’ar Sul d’an oferenn.

1877
Référence : EKG.I. p.8

O klevet ar rimadelloù-se, paotred ar republik ne raent nemet c’hoarzhin, mes an Aotrou Hermit a ouie e pelec’h en doa tud klañv da welet, hag en noz war-lerc’h ez ae eus a Donkedeg da Dregrom, e kofesae e dud hag e roe dezho o sakramañchoù.

1877
Référence : EKG.I. p.91

Setu amañ penaos e raent evit klevet an oferenn ha kofes o fec’hedoù.

1877
Référence : EKG.I. p.94

Kofesaet eo bet, ha nouet ar c’hlañvour.

1925
Référence : BILZ2 p.174

Gallout a ran kofes, bremañ pa'z eus tremenet un nebeut bloavezhioù abaoe.

1944
Référence : EURW.1 p45

Gantañ ec'h aen da gofesaat ha ma c'honfortiñ a rae gant e alioù mat.

1944
Référence : EURW.1 p39

E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.

1944
Référence : EURW.1 p52-53

- ...'M eus aon ez ay ur bern merc'hed da gofes ganit. Me atav a yelo !

1949
Référence : SIZH p.46

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux