ar re gollet
grecg he deus collet bugale, he deus graet ur c'holl.
E zaoulagad a luc’h en e benn evel daou gef-tan, an eonenn a zo e korn e c’hinou, disec’h eo e vuzelloù, e fronelloù a zo digor hag a [z]eu evel moged anezho, e dal a zo roufennet, e gorf a-bezh a gren gant e herder, dialanet eo, ha koulskoude ne ehan da redet ha da skeiñ pa gav e du ; kollet eo e benn hag e skiant gantañ.
Beuzet e voent holl ha kollet.
Nann, siwazh ! al loened ne gomzont mui evel diagent. Kollet eo ganto, e feson, o holl zeskadurezh.
Mes kollet ar sembolenn, ne voe ket graet unan all goude-se.
Ur boblad a dud speredek a zo eus Dinaniz. Klask a reont e pep keñver deskiñ, en em varrekaat, adkavout zoken ar brezhoneg kollet abaoe keit-all gant o c'hendadoù, hag ober anaoudegezh gantañ.
Mes ar voereb ne selaoue mui, ne gleve mui, kollet ma oa ganti he holl anaoudegezh.
Siwazh dezhañ! paotr ar Giouidig a c’houlenne digantañ diouzhtu, diouzhtu, tri c’hant lur evit ar vag kollet.
Dre wall Eva eo e voe kollet ar Baradoz, rak reiñ a reas bod d’an Naer.
Anat eo e vez kollet amzer a-leizh evel-se o kargañ hag o tiskargañ.
Mots précédents
Mots suivants
koll-e-vara