Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Endalc'had ur c'horned. Kargañ e venveg gant ur c'hornedad poultr ha torchedoù paper. [1955] Da skouer, ken asur e oan ur wech da gaout va arc’hant, pe d’an nebeutañ an hanter lodenn dioutañ, m’am bije lakaet e klaoustre ouzh ur c’hornedad butun va c’hwec’h-kant lur da zont. 2. Leizh ur c'horn-butun. Me oa deuet da lakaat ur c'hornedad ganit. [1925] — Ma ! ma ! ro tan deomp, eme Fiakr an Tev, greomp pep a gornedad. [1954] Edomp o koaniañ da serr-noz pa grogas hol lestr da zi[z]ouarañ ; kerkent ha m’am boa lonket va fred gant ur galon digor-frank, me ’lavar deoc’h, e pignis war ar pont, sonnoc’h eget ur pipi, rak e sell e oan da vutunat kent mont da gousket ur c’hornedad gant va narghileh nevez-brenet [...].

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

kornedad liv

1732
Référence : GReg pg ancrier

kornedadoù liv

1732
Référence : GReg pg ancrier

— Ma ! ma ! ro tan deomp, eme Fiakr an Tev, greomp pep a gornedad.

1925
Référence : BILZ2 p.137-138

Edo d'an ampoent-se ar baotred e ti va c'henitervez Saoz an Aubin o vutunat ur c'hornedad kent mont da gousket, pa glevjont en hent-don damdost d'ar vereuri e Roc'h velen, trouz un dumporellad vein diskarget gant ur safar spontus, ha goude, gwigour ur c'harr o pellaat war e blaen.

1954
Référence : VAZA p.44, notenn 1

Edomp o koaniañ da serr-noz pa grogas hol lestr da zi[z]ouarañ ; kerkent ha m’am boa lonket va fred gant ur galon digor-frank, me ’lavar deoc’h, e pignis war ar pont, sonnoc’h eget ur pipi, rak e sell e oan da vutunat kent mont da gousket ur c’hornedad gant va narghileh nevez-brenet, hag a-greiz m’edon o peurdanañ ar c’horn milliget-se, e stagas ar C’hleber da loveal an donvor, ha setu neuze un abadenn all !

1954
Référence : VAZA p.88

Da skouer, ken asur e oan ur wech da gaout va arc’hant, pe d’an nebeutañ an hanter lodenn dioutañ, m’am bije lakaet e klaoustre ouzh ur c’hornedad butun va c’hwec’h[-]kant lur da zont.

1955
Référence : VBRU p.10-11

L'Office public de la langue bretonne