Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. G. A. 1. An hini eus an eizh roud-avel zo rag-enep d'ar reter, oc'h ober ur c'horn 90° gant roud an norzh, eus tu ar c'huzh-heol. Er c'hornôg da Sant-Brieg emañ Brest. 2. Kornôg-uhel, gwalarn-kornôg : roudoù-avel zo lec'hiet etre ar c'hornôg hag ar gwalarn-uhel. & Kornôg-izel, mervent-kornôg : roudoù-avel zo lec'hiet etre ar c'hornôg hag ar mervent-uhel. 3. Trl. skeud. Roeñvat war gornôg : bezañ e par ar marv. B. Armerzh, politik. Ar C'hornôg : Kornôg Europa ha Norzh Amerika. An darempredoù etre ar C'hornôg hag ar Reter. II. Impl. da stn. 1. Lec'hiet er c'hornôg. Kevrenn gornôg ar vro. 2. (db. an avel) Zo o tont eus ar c'hornôg. An avel gornôg.

Exemples historiques : 
24
Masquer la liste des exemples

An avel a zeuas da freskaat diwar ar reter da'r c'hornôg.

1732
Référence : GReg pg fraichir (Le vent vint à fraîchir de l'est à l'ouest.)

gwalorn-kornôg

1732
Référence : GReg pg boussole (oüest-noroüest)

kornôg

1732
Référence : GReg pg boussole (oüest)

mervent-kornôg

1732
Référence : GReg pg boussole (oüest-suroüest)

ar pevar kentañ avel : reter, kornôg, su, ha nord

1732
Référence : GReg pg cardinal (les 4 vents Cardinaux)

avel kornôg

1732
Référence : GReg pg flatuosité (vent qui sort par bas. Figurément, on dit.)

kornaoueg

1850
Référence : GON.II pg gwalarn, gwalern, gwalorn

kornaoueg

1850
Référence : GON.II pg kornaouek

kornôg

1909
Référence : BROU p. 216

kornaouog

1909
Référence : BROU p. 216

korn[ôg] uc'hel

1909
Référence : BROU p. 216 (vent d'ouest fléchissant vers le nord)

korn[ôg] izel

1909
Référence : BROU p. 216 (vent d'ouest fléchissant vers le sud)

Digaset e voent war o c’hiz gant an avel hag ar froudoù-mor war aod kornok enez Albio, e beg-douar Belerion, ma’z oant aet dioutañ.

1923
Référence : SKET p.114 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : "e lec’h « aod kornog » lenn « aod-kornok ». — Hevelep reiza, p. 114, lin. 1").

A-denn-askell e tizhjont aod kornôg enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur, hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion en em strinkjont er c’hoummoù, kas mont diwar neuñv betek aodoù Aballo.

1923
Référence : SKET p.113 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]". P. 113, lin. 11 kent an dibenn, e lec’h « aod kornog » lenn « aod-kornok ».)

Holl yaouankizoù gouenn Vanos eo a oa o teurel hedoù, evel gwenan, da bep nevez-hañv, war-du an Hanternoz hag ar C’hreisteiz, ar Reter hag ar C’hornog, o tudañ ar gouelec’h hag oc’h astenn a-vloaz-da-vloaz bevennoù ar Vroad (1).

1923
Référence : SKET p.67

Er c’hornog, tremenvan an heol eo a c’hoarveze er c’hoadoù.

1924
Référence : SKET.II p.43

Ul letanant-koronal kanolier a roas dezho an ali da ziskenn etrezek ar c'hreisteiz, kentoc'h eget treiñ ouzh ar c'hornôg ha mont marteze en arbenn d'ar "bleiz".

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Eus al ledanañ eo gourvazenn an douar-bras e-keñver aodoù Breizh, hag etre Breizh-Veur, Bro-C'hall hag an Alamagn ; strizh eo pa vez meneziek an aod, war aodoù Kornog ar C'hanada, er Mor Kreizdouarek, h.a. da skouer.

1943
Référence : TNKN p11

Digor e oa an nor, du-se, war ar C’hornog, ha drezi e tiskenne betek an daroù koroll didrouz ur bann heol [bann-heol] melenik, - koroll an efl ha moged klouar ezañs ar gousperoù, - a lakae teñvaloc’h ec’honded an nev sakr.

1949
Référence : SIZH p.37

Deiz bras eo c'hoazh, er-maez, ha tomm, e bleuniadeg limestra ar c'huzh-heol, a-zioc'h torgennoù ar c'hornog.

1949
Référence : SIZH p.65

Diwar eno eo digor-bras ar bae war du ar gornaoueg uhel.

1985
Référence : DGBD p170

En deiz war lerc'h, tost da vat war-dro an hevelep eur, e tiborzhie al lestr 'Brazza' evit e veaj da aodoù kornaoueg Afrika.

1985
Référence : DGBD p10

Diwar hevelep toueziadur e oa bet krouet un damstil dioutañ e-unan hag a c'haller lavarout e talvezo da batrom, evit un darn, da sevel ilizoù bras, gotek o stil, e kornôg Breizh.

2013
Référence : LLMM niv. 399, p. 5

Skramm demokratelezhioù ar C'hornôg a skoach fall a-walc'h penaos e vez sunet pinvidigezhioù an Douar, penaos e vez graet brezel dizehan d'ar re baour en Hanternoz koulz hag er C'hreisteiz, penaos e vez dalc'het groñs d'ar galloud gant ul lodenn vihan a dud binvidik.

2015
Référence : DISENT p37

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux