I.
1. V.k.e.
Lakaat (udb.) war e gostez.
Kostezañ ur wezenn ha diskar anezhi. Gwez bet kostezet gant an avel. Kostezet en doa e benn.
2. Mont a-hed udb.
Kostezañ an aod, ar stêr ; an douar.
HS. hedañ.
3. (db. an arc'hant)
Espern.
4. Kempenn (e wele).
DHS. rollañ.
II.
V.g.
A.
1. Bezañ en arvar da goll e gempouez.
Mar deu ho skabell da gostezañ ho po ur gwall lamm. Keit ha ma valee e chome ar pod war he fenn hep kostezañ an disterañ.
HS. brallañ.
2. Stouiñ eus un tu.
Kostezañ a rae gant an oad. Mont eus an eil tu d'an hent d'egile en ur gostezañ.
3. Dre skeud. (db. bed an aferioù)
Ober troioù-kamm, taolioù vil.
B. (db. ar bigi)
1. Stouiñ ingal en-dro d'an ahel led.
Kostezañ a ra ar vag.
2. Erruout en aod.
Bec'h a roent d'o roeñvoù evit kostezañ ouzh ar sav-maen.