Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Steudad menezioù. Ar Menez-Du : un aradennad uhelennoù kalet ha lemm o lein. Kompezennoù uhel stok ouzh aradennad an Andoù. HS. torosad. 2. Rumm traoù a zeu an eil da heul ar re all. Homañ a ziskouezas dezhañ en un aradennad he yer hag he houidi. HS. aridennad, heuliad. 3. Niver bras-kenañ a draoù, a gomzoù lakaet lerc'h-ouzh-lerc'h. Un aradennad istorioù. Un aradennad anvioù kaer a flistras din. HS. riblennad, aridennad. 4. Dre skeud. Barrad kounnar. Krog ez eus un aradennad ennañ.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

P. 112, en eil aradennad skritur-stouet, e lec’h « talvoudelezh » kentoc’h « talvoudegezh », n’eus nemetañ a gement a ve boaziet"

1923
Référence : SKET p.199, "Da reiz[h]a[ñ]".

aradennad

1927
Référence : GERI.Ern pg aradeg

aradennad an Andoù

1931
Référence : VALL pg (cordillère des) Andes

E strizhenn an "Dorioù Houarn" e kaver evel-se kevioù dezho 40 m donder bet kleuzet gant froud foll an Donau (Danube) o tigeriñ e hent a-dreuz aradennad ar C'harpatoù.

1943
Référence : TNKN p21

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Référence : SIZH p.43

aradennad-venezioù (aradennad venezioù)

1978
Référence : NDBF pg aradennad-venezioù

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux