Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.g. 1. [2015] Dont a-nevez. Eñ a addeuio d'he gwelet. Addeuet reuz ar pardonioù. Ar vuhez a addeuas enni. Hag eñ oc'h addont d'e neuz ha d'e liv. [2015] Addont a ra Mereditis emberr. 2. Trl. [2015] Addont e-barzh : disemplañ. Addont a ra e-barzh. Pa addeuas e-barzh en em gavas en ur sal vras. [2015] Startijenn glañvidik un den a zo bet stroñset don hag a glask ober un dra bennak evit addont e-barzh. HS. difallañ, difatañ, divadaouiñ, divorfilañ.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Petra a rafen-me de[zh]añ ? Me ziskouezfe de[zh]añ pelec'h an neus manket ar mañsoner, hag a gasfe ane[zh]añ er-maez deus ma zi, gant un tol troad er lec'h ma teu ar c'hein da goll e anv. Bez' sur na vije ket klañv gant ar c'hoant da addont.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Amañ ec’h adteui gant da c’hourdadoù, gant emvodadeg-veur gwazed ha merc’hed da ouenn, gant da gerent aet da anaon, gant kement az kar hag a garez.

1923
Référence : SKET p.73

Addeut e oa dezhi he liv hag he nerzh.

1923
Référence : SKET p.110

Kerkent ha stoket e dreid da zouar an enezenn en doa Kênos distaolet a-ziwar e gerc’hen e bourc’h a c’hwibon hag addeuet d’e neuz reizh.

1924
Référence : SKET.II p.8-9

Addont a ra Mereditis emberr gant tri c'henlabourer dezhañ, daou waz hag ar plac'h he deus degemeret ac'hanon en enkerzh.

2015
Référence : EHPEA p165

Distreiñ a ran d'am burev gant startijenn glañvidik un den a zo bet stroñset[-]don hag a glask koustet a gousto ober un dra bennak evit addont e-barzh.

2015
Référence : EHPEA p185

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux