I.
V.k.
1. V.k.d. (db. an dud, al loened)
KRIMPAÑ OUZH, GANT UDB. : pignat gant udb. serzh pe sonn war-bouez nerzh e gorf.
Krimpañ ouzh ur wezenn. Krimpañ a ra al liñs gant ur c'hef.
2. V.k.e.
Strivañ evit sevel gant ur c'hrec'h.
Krimpañ ur roz. Krimpañ un tevenn d'an daoulamm.
II.
V.g.
Sevel gant ur c'hrec'h evit bezañ war an uhel.
Krimpañ war un dosenn da spiañ.
HS. krapañ.