ur c'hroc'hen
krec'hin
kroc'hen
Deuet, e n’eus forzh peseurt parrez, un divroad bennak, hag e ve ur "blevier", ur marc’hadour blev, ur marc’hadour krec’hin gozed, hag e ve zoken un troc’her-moc’h e ve, an dra-se ne ra mann, gant ma vezo komzoù gallek, mat pe fall, en e c’hinou, gant ma raio e baotr rok, dreist pep tra ma vez dilhad "aotrou" war e gein, e troio hag e tistroio an holl en tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll o fenn hag e kaso d’e heul zoken ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro.
Ne oufen ket lavaret deoc’h pe e sellas outi pe ne reas ket, re deñval e oa c’hoazh da welet ; ar pezh a zo gwir avat eo e kendalc’has da c’haloupat a-dreuz ar parkeier en ur freuzañ e roched hag en ur regiñ e groc’hen ken ma en em gavas e porzh Kerbridoù, ken dialanet adarre evel ma oa, er penn kentañ eus an noz, pa en em gavas war bont Rozanklañ
Hag, a-hend-all, n’eus ket ezhomm da ziskenn er puñs evit kavout Satanaz ; prestik e vo gwelet em istor, kroc’hen, eskern, hag all…
Sellout a raent war o lerc’h, bep ar mare, evel ma vije bet c’hoazh e-leizh o c’hroc’hen a spont.
Korfoù blouc’h o c’hroc’hen liv an erc’h, dezho pennadoù blev du hir betek o dargreiz gwevn, ha lorc’h enno gant o brennid dizolo.
A-barzh kargañ o boutigi avat e kignont ar maniok, hag e taolont kuit ar plusk pe ar c'hroc'hen, hag a chom evel-se da vreinañ e-touez al lec'hid.
Mots précédents
Mots suivants
kroc'henek