I.
H.b.
1. Obererezh henchañ ub.
Dindan ar gundu a Zoue. Dre da gundu ez an e surentez.
2. Obererezh merañ udb., un afer bnk.
Eñ en deus ar gundu eus an danvez-se. Kundu ur barrez.
&
Gwall-gundu en ur garg : dizonestiz graet o seveniñ ur garg bet fiziet en unan.
3. Emzalc'h ub. (e-keñver buhezegezh).
Kundu ho tad zo direbech. Kundu hor merc'h ne blij nemeur din.
II.
B.
Keusteurenn.
Ur gundu disheñvel, aes da boazhañ, fonnus da lonkañ. Evit cheñch kundu e vez debret un tamm kig bennak. Kundu ebet da ober, ha boued dreist.
DHS. kegin, tinell.