Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
11
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Beleg a skoazell ar person da ober war-dro ur barrez. Ar person hag e gure. Gwelet em eus an aotrou kure. Daveet e oa bet kure da Gommanna. [1954] [...] met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo [...].

Exemples historiques : 
26
Masquer la liste des exemples

kure

1499
Référence : LVBCA p128 (idem)

kure

1659
Référence : LDJM.1 pg Curé

kureoù

1659
Référence : LDJM.1 pg Curé

ovis, karg, ar bersonded, ar gureed, ar vikelien

1732
Référence : GReg pg (les fonctions) curiales

kureed

1732
Référence : GReg pg curé (vicaire)

Paotr ar person pe paotr ar c'hure eo.

1732
Référence : GReg pg garçon (C'est le garçon du Recteur, ou, du Curé.)

kure

1732
Référence : GReg pg curé (vicaire)

Ar veleien a rae al le a oa anvet beleien "intru", abalamour mac’h en em lakaent da berson pe da gure e parrezioù, hep bezañ anvet gant ar gwir eskob. — E broioù all e vezent hanvet "asermantet".

1877
Référence : EKG.I. p.85-86

An Aotrou de Poulpiquet [Poulpiked] hag e gureed, a yoa aet lod anezho er-maez eus ar vro, lod all a yoa kuzhet mat en tiez gant an dud a feiz a Blougerne.

1877
Référence : EKG.I. p.230

Hiviziken, war o meno, ur person, ur c’hure a dlee bezañ hanvet en e barrez gant ar c’houarnamant : Eskob na Pab ebet n’o doa da welet war gement-se.

1877
Référence : EKG.I. p.4

E Kastell edo kure.

1878
Référence : EKG.II p.215

Pa deuas ar peoc’h, an aotrou ’n Eskob er lakaas da gure gant an aotrou Morvan, ha, da varv hemañ, e voe hanvet da berson e Plouganoù.

1878
Référence : EKG.II p.311-312

War leurgêr Lesneven, er sizhun war-lerc’h, e voe dibennet an aotrou Habask, kure Plourin, hag an aotrou Gwilhoù Peton, kure Kerlouan.

1878
Référence : EKG.II p.234

kure

1909
Référence : BROU p. 435 (vicaire)

Petra he deus-hi testamantet ? Pemp gwenneien [sic] d'ar veleien ha dinered d'ar gureded

1909
Référence : BROU p. 226

N’eo ket ar person a deuas da ober ar vadeziant : ar c’hure hag ar sakrist, ar c’hure, den a zouster hag a vadelezh, ar sakrist, ur c’hamarad da dad ar paotr.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

— Petore hanv, Marc’harid ? — Yvon, Yvonig, aotrou kure.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

— Deomp, eme Fieg ar Moal, deomp da dañva anezho !… Ar person n’emañ ket er gêr, gwelet am eus anezhañ, eñ hag e gure, o sevel gant ar c’hra. Aet int, moarvat, da leinañ d’ar maner.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

Me a oa e kompagnunezh tri beleg karadek-meurbet : an aotrou Huerou-Kerizel, person Plounerin, an aotrou Kozaned, kure Karnoed hag an aotrou Bournot, kure Mael-Karaez.

1944
Référence : EURW.1 p65

E 1893, kure Karnoed a oa an aotrou Falc'her.

1944
Référence : EURW.1 p40

E kevrenn ar yezh e oa F. Vallee, Emil Ernault, Jerom Buleon, person Bignan, Yann Roudot, kure Lannilis, ha me.

1944
Référence : EURW.1 p.190

Bez’ e oa e Priel daou gure, hag ar yaouankañ, an Aotrou Derrienig, a ouie seniñ n’eus forzh petore benveg ijinet er bed-mañ.

1954
Référence : VAZA p.37

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Référence : VAZA p.52

Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouzh ho kêrioù, war ar maez, / 'Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzhin[,] tra ne anzaver...

1960
Référence : PETO p38

An traoù da fall[,] trumm zo troet, / D'am farrezioniz n'on mui tad. / D'am c'hure didou [int] 'n em roet, / Ac'hanon ken ne reont stad.

1960
Référence : PETO p28

Ret eo, dreist-holl, e lârfen ne oa nep kure e Gouezeg d'an ampoent. An aotrou beleg Bozeg, ginidik eus Lotei, o terc'hel kent ar garg-se er barrez, a oa o vevañ en harlu, e Bro-Spagn, pa voe lazhet ar person.

1960
Référence : PETO p9

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux