1. Gantañ ur gurunenn war e benn.
Ur roue kurunet. Ur plac'hig kurunet a roz. Jezuz kurunet a spern.
&
Pennoù kurunet : ar rouaned, an duged, ar briñsed, h.a.
2. (db. an dud)
Bezañ kurunet a lore : bezañ graet berzh en un embregadenn bnk., bezañ trec'h o kevezañ gant tud all.
Dirazo e weljont un enezenn hir bevennet e lec’hiennoù a devennoù uhel gwenn-kann kurunet al lein anezho gant glasvez seder ar c’hoadoù.
Dirazo e weljont eun enezenn hir bevennet e lec’hiennou a devennou uhel gwenn-kann kurunet al lein anezo gant glazvez seder ar c’hoadou.
1923
Référence :
SKET
p.108-109
Ken gwir e oa, ken, pa zeuas François, mab pennhêr Roue Bro-Frañs, e 1532, da Roazhon da vezañ kurunennet Duk Breizh, ma voe savet ur varzhoneg - enklotennoù hag all ! - e brezhoneg