V.g.
I.
(db. an dud)
1. Treutaat.
Lart on bet pa oan yaouank, met bremañ on deuet da gurzañ.
DHS. kastizañ.
2. Dont da vezañ disteroc'h ment e gorf.
Kurzañ a ra an den kaezh dre ma teu ar gozhni warnañ.
3. (db. divronn ar maouezed, bronnoù ar parezed)
Digoeñviñ dre ma'z a al laezh da hesk.
Ned eas ket da zilaezh ha ne gurzas ket he divronn.
II.
(db. an traoù)
Digreskiñ a-fet ment.
An tamm dilhad zo kurzet kalz abaoe m'eo gwalc'het. Kurzañ a ra ar c'hoad glas dre ma teu da sec'hañ.
HS. bihanaat, koazhañ.