Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Den a vev diwar al labour-douar. DHS. gounideg, kouer, peizant, tieg.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

labourer-douar koumanant

1850
Référence : GON.II.HV pg labourer (-douar-kommanañt)

labourerien

1850
Référence : GON.II.HV pg labourer-douar-kommanañt

Rikoù oa mab ul labourer-douar hag en doa c'hoant ober ur beleg anezhañ; ne gasas ket avat c'hoant e dad da benn, hag o vezañ er skol e zeskadurezh a chomas fraost.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

An Ovizien a vez graet diwar louzaouerien, ijinerien, labourerien-douar, beajourien war vor ha war zouar ; en ur ger, diwar an dud a vicher, hag an dud a gemwerzh.

1909
Référence : REZI p. 5

labourer-douar

1931
Référence : VALL pg agriculteur

KUZUL-MERAÑ AN DEPARTAMANT [Mor-Bihan]. — Setu amañ anvioù an dud a vo er c'huzul-se ; An Ao.Ao. : Yann Camenen, kuzulier-meur ; Loeïz Guillois, maer Ploermael, kuzulier-meur ; Firmin Tristan, kannad, prezidant ar C'huzul-Meur ; Marsel Guihot, prezidant kambr-goñvers ar Mor-Bihan ; Herri Herr, prezidant Kef ar Goproù-Tiegezh ; Huber Jegourel, pennmedisin ospital Pondi ; Loeïz Le Laennec, prezidant Unvaniezh sindikajoù al labourerien-douar ; Jozef Le Rouzic, maer Karnag ; Jozef Lucas, pesketaer.

1941
Référence : ARVR niv. 7/3a

A-benn daou vloaz, e soñjas e gerent na dalveze ket ar boan dispign arc'hant d'e skoliata, hag e voe digaset d'ar gêr d'ober ul labourer-douar evel e dud-kozh.

1944
Référence : EURW.1 p44

Anna Roparz a oa merc'h da Fañch Roparz, maer Bolazeg, ha perc'henn labourer-douar ha da Varianna an Taleg, genidik a Bluskelleg.

1944
Référence : EURW.1 p13

E dud hag eñ a oa labourerien-douar.

1944
Référence : EURW.1 p.206

E gentañ pennad a oa : UN ALI MAT D'AL LABOURER-DOUAR.

1944
Référence : EURW.1 p57

Nevez 'zo, dre ma ne oa ket bras a-walc'h an tachennoù evit ar mekanikoù modern eo [sic] bet difoeltret ur bochad kleuzioù graet gant al labourerien-douar.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 5

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux