1. Stad a wander korf, pe spered, a laka ub. da vezañ digalonekaet.
Bezañ e langis, poan, ha doan. Ur vuhez a langis en ur gozhni abred.
DHS. hirvoud, tristidigezh.
2. Kleñved m'en em santer dinerzh abalamour d'an diouer a gelligoù ruz er gwad.
DHS. amwad.
Référence :
BROU
P. 391 (ce mot désigne à la fois une maladie et celui qui en souffre)
langis eo
1909
Référence :
BROU
P. 391 (ce mot désigne à la fois une maladie et celui qui en souffre)
langis
1931
Référence :
VALL
pg anémie
N'eo ket gant al langiz [sic, langis] e oa ar breur Arturo, gant an hiraezh, ar c'hleñved-se, a vez kemennet d'ar gloer yaouank disfiziout dioutañ, peogwir e sav diwar an Drouk-Spered.
1949
Référence :
SIZH
p.47
A ! ganeoc'h-c'hwi ma c'hoarvezfe Koll ho puhez pe ho frankiz, Pebezh gwalleur deomp e vefe Hag hor befe keuz ha langis.
A ! ganeoc'h-c'houi ma c'hoarvezfe Koll ho puhez pe ho frankiz, Pebez gwalleur deomp e vefe Hag hor befe keuz ha langiz.