Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Amprevaned munut arvevat ouzh an den a vev en e vlev, o anv isspesad Pediculus humanus capitis. Arabat eo delc'her laou e penn ar vugale : o lezel gant laou en o fenn. N'en doa warnañ nemet truilhoù karget a laou. 2. Trl. Morzholig al laou : moranv ar biz-meud. 3. Termen implijet dirak ur spizer evit envel amprevaned all. Laou-koad. Laou-faraon. Laou-korf. II. Dre skeud. (db. an dud) 1. Dre gunuj. Sac'h laou ! : laoueg. 2. Trl. skeud. Brochañ laou : koll e amzer gant traoù dister. & Lazhañ laou evit gwerzhañ o c'hroc'hen : koll amzer gant traoù dister. & Chom d'ober laou : chom diwezhat er gwele d'ar beure. & Klask laou el lec'h ma ne vez ket nez : kaout abeg en disterañ tra. & Fritañ laou : bevañ en dienez. Mar karjen, ne vijen ket deuet d'ar vro-mañ da fritañ laou ! & Spazhañ * laou. III. Impl. da stn. Diw. vousgoap Dister, paour, truilhek. Petra eo deuet ar c'hemener laou-se d'ober amañ ?! Tudjentil laou : peorien gaezh. Ur vourc'hadenn laou.

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

laouenn

1499
Référence : LVBCA p129 (poulx)

laouenn

1659
Référence : LDJM.1 pg Poulx

laou

1659
Référence : LDJM.1 pg Poulx

laouenn

1659
Référence : LDJM.1 pg laouen

abeuvret eo gant al laou

1732
Référence : GReg pg abreuver

it da lazhañ ho laou er-maez

1850
Référence : GON.II pg laouen

morzholig al laou

1850
Référence : GON.II pg morzolik

laouenn

1850
Référence : GON.II pg laouen, léuen

laou

1850
Référence : GON.II pg laou

laou

1850
Référence : GON.II pg laou

laouenn

1850
Référence : GON.II pg laou

laouenn

1850
Référence : GON.II pg laou, laouen, léuen

Ac'hanta ! Debrer laou, oud piv ar bleiz heñvel ?

1867
Référence : MGK p98

ur saed binim [sic], ur saead laou am eus paket en ti-se

1909
Référence : BROU p. 417 (j'ai pris une couche de boutons, de vermine en cette maison)

bloñser al laou

1909
Référence : BROU p. 206

E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.

1929
Référence : SVBV p.18

Krugellou miled-stlej ha miled askellek, pevarzorneged [sic] ha pevarzroadeged, o kammkorvigammañ [sic], o plavañ d'an douar, oc'h ardaouiñ, oc'h ebatiñ hag o c'hourlammat, o pigosañ hag o torc'hweniañ, o raganellañ, o koleniñ hag o tilaouañ en ur ober moriskloù ha sismakoù, dre ma trailhe laou ar re fentusañ anezho.

1929
Référence : SVBV p.19

D'az karg, o person, 'talc'hjout tost, / O vezañ, 'lâr skraberien laou / Ma plij d'az kof gwin kozh ha rost, / Tamalloù faos d'az parn e gaou.

1960
Référence : PETO p28

Kement ha laou e penn un dall, Kemennoù mat, reolioù fall. Hag eus ar re-mañ muioc'h 'vat, Ya ! muioc'h kalz eget d'hor grad.

1960
Référence : PETO p12

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux