Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Stad a blijadur vras ; levenez vras eztaolet gant ub. zo stad ennañ. Ne ouie mui penaos diskouez e laouenidigezh. Deuet eo an hañv ha gantañ laouenidigezh an douristed. HS. dudi, ebat, eurvad, levenez, stad. ES. tristidigezh.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

laouenidigezh

1732
Référence : GReg pg enjoument

laouenidigezh

1850
Référence : GON.II pg dréôded, gaéder, gwiouder, joausded, laouénidigez, lévéa

kollet eo e laouenidigezh gantañ

1850
Référence : GON.II pg laouénidigez

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern. Ne zianalanet holl, holl avat e oant skoet, Hep debriñ nag evañ e choment evel mantret, Al leon koulz hag ar bleiz, e-kichenik an oan, Al louarn tost d'ar yar hep ober mik na mann. An durzhunell zoken, kollet he c'harantez, Ne ziskoueze d'he far nep laouenidigezh.

1867
Référence : MGK p24

Kement-mañ ne vir ket ouc’h an Aotrou Doue da vezañ digoret gant laouenidigezh dor e varadoz da Janed ha da Vanuel, eñ hag a lavar ar pezh a zo graet d’an dud ezhommek a zo evel graet dezhañ e-unan.

1878
Référence : EKG.II p.75

Edon o klask an tu da dec’het pa gouezhas va daoulagad war ar bern kerdign e oan bet kuzhet a-zindano. — Kavet an dro, emeve gant laouenidigezh.

1878
Référence : EKG.II p.132-133

Hiriv, heskinerezh yud hon mestroù, -seul washoc'h dre ma'n em guzh oc'h heñchañ e ribouloù dre zindan hon douar koz,- a glask lemel diganeomp hon yezh hag hon gwiskamantoù, hon gizioù kozh a vroiz pe a gristenien, en ur ger, kement tra a chom ganeomp eus hêrezh hon tadoù kozh, kement tra a ra hon lorc'h hag hon laouenidigezh.

1911
Référence : PSEP p III

Momoros a eveshaas neuze ez oa steuziet ar marc’h hag e klevas ul laouen[i]digezh vras en e greiz, rak brav ez oa ar vro ma ’z edo, stank ha disi ar boblad anezhi, ha diouzh e c’hoant ar vibien hag ar merc’hed.

1923
Référence : SKET p.122

An Iliz, an osteleri, leur-dro ar wezenn-dilh : tri lec’h savet, dibabet, dre vennozh an Aotrou Doue hag ar Werc’hez, evit laouenedigezh hag evurusted Lokiregiz.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Ha me kehelet gant an dud am [f]erc’henn, ne zigas ar wazoniezh anezho laouenidigezh ebet d’am c’halon.

1924
Référence : SKET.II p.62

Ha laouen Bilzig dirak laouenidigezh e vreur hag e ziv c’hoar.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

Hag evelkent, am c’hredo neb a garo, tamm laouenidigezh ebet ne dennas Bilzig eus degouezh ar barner…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1034 (Gouere-Eost 1924)

Na pebezh laouenidigezhen ti Izabel, goude an displijadur !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

barroù laouenidigezh

1931
Référence : VALL pg (accès, transport d')allégresse

Kuitaat a ris gant laouenidigezh vras prizon Gwengamp.

1944
Référence : EURW.1 p43

Pebezh laouenidigezh er pradoù, o lammat, o vrañsigellat ouzh ar bodoù izel, o pignat er gwez, o neizheta.

1944
Référence : EURW.1 p24

O ! Dasprener an Denelezh, / Da ganmeuliñ Ho madelezh / Roit din ar silvidigezh / Hag ar wir laouenidigezh.

1960
Référence : PETO p53

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux