Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

[1659, 1954] Endalc'her a verer toaz ar bara ennañ. Sav ar goulc'her diwar al laouer-doaz. Al laouer-doaz a oa leun-chouk. HS. nev-doaz, toazeg.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

laouer-doaz

1659
Référence : LDJM.1 pg moets (a boulenger)

Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.

1925
Référence : BILZ2 p.105

Kempennet en devoa e kambr al laezh ur seurt chapelig gant skeudennoù sant Erwan, sant Tual ha sant Jozeb, patrom ar barrez, treset ha livet war ar mogerioù gwenn-raz gant brudetañ arzour ar c'horn-bro, Mabig ar Remon, skarzher[-]seminaloù (ur c'hwil all, pa lavaran, itrik e-leizh ennañ (1), hag a-us d'an aoter - ur c'hozh laouer-doaz - e oa stag ar C'hrist bragezennet emaon o paouez komz dioutañ.

1954
Référence : VAZA p.22

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux