Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Kemer ha lakaat en ul lec'h all. Lam da c'hoarielloù diwar hent. Lamit an traezoù-mañ. Lemel udb. a-zirak daoulagad ub. Lamet en deus an dilhad-gwele diwarnañ. [1954] Bemdez, kerkent ha goulou-deiz e kroge o martoloded da boanial o skarzhañ leurioù ha straedoù kêr, o lemel ar c’horfoù marv a-zindan atredoù an ilizoù, ar skolioù hag an tiez. & Lemel udb. er-maez : e gemer hag e lakaat er-maez. 2. Diwiskañ. Lamit ho potoù (eus ho treid) ! Lemel e vantell, e dog. [1878] Kerkent ha m’oa aet an Aotrou Kalvarin er park, Paol a lamas e votoù eus e dreid hag a en em lakeas da c’haloupat war-zu an tevenn [...]. [1954] Dalc’het am eus koun ivez eus ar grazadenn a dapis du-hont deiz gouel an Nedeleg : lemet am boa emichañs va zog lech, pe graet ur garzaj all bennak hep teurel evezh ouzh an heol. 3. Diverkañ. Lam e anv (diwar ar roll). 4. Trl. LEMEL E VARV : troc'hañ e varv. Deuet eo poent din lemel ma barv. [1854] Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv, lemel e varv a rae da [sic] Sadorn [...]. [1954] Darn zoken a stlepe warno vioù pe frouezh brein, kement ha ken bihan ma krogas an ofiserien hag ar vartoloded da lemel o zammig barv evit ma c’helljent bale er straedoù kuit da vezañ hegaset gant ar jaloded-se. 5. Lemel ub. digant ub. all : e zispartiañ dioutañ. Lemel ur vamm digant he bugale. [1955] Bremañ ’vat, adal ma oan krog da ziskantañ va fesk, koulz e oa din strivañ da sachañ hep dale war ar pikol draen am boa da lemel dioutañ [...]. & Lemel udb. digant ub. : dirannañ ub. eus udb. Lemel e wirioù digant ub. & Lemel udb. digant ub : kemer an dra-se digantañ (hag a-enep e c'hoant prl.). Lamit e vazh digantañ. [1877] Evit dont a-benn eus ar veleien, [...] ec’h en em lakajont e doare da lamet, digant ar Pab hag an eskibien, o galloud warnezho. 6. Fetis, difetis, trl. Lemel udb. diwar udb., ub. : divec'hiañ an dra-se, an den-se eus udb. Ro dorn din da lemel ma sac'h diwar ma c'hein. Lemel diwar an ene pouez ar pec'hedoù. 7. Trl. skeud. Na lemel lagad ebet diwar ub., udb. : parañ ingal e selloù warnañ. HS. dispegañ, distagañ. 8. Lemel ub. ag udb. : e lakaat da zont er-maez eus (ur pleg fall prl.). Hol lamit a boan. HS. tennañ. B. Difetis 1. Terriñ. Lemel ur pleg fall. & Lemel e c'hoant digant ub. : terriñ e c'hoant dezhañ. Lamet em eus o c'hoant c'hoarzhin diganto. & Lemel e garg digant ub. : e derriñ eus e garg dezhañ. Ra vezo lamet e garg digantañ. & Bezañ lamet diouzh e garg : bezañ torret anezhañ. 2. LEMEL UL LEZENN*. C. 1. Tennañ udb. eus udb. all, eus un hollad. Lamet em eus an hanter anezhañ. 2. Difetis Dinac'hañ (ur perzh mat bnk.) da ub. Ne vo ket lamet an dra-se diganti. 3. Trl. JEDON. Lemel un niver 'n' eus un niver 'N' : tennañ a-douez unanennoù an niver N kement a unanennoù zo en niver n. & (impl. da ak.) Al lemel eo an eil oberiadur. DHS. liesaat, lieskementiñ, rannañ, sammañ. HS. lamadur. II. V.g. RANNYEZH. 1. Mont kuit. Men ez aint en ur lemel ag o bro ? 2. Lemel a-dal : kuitaat. Ne c'hallan ket lemel a-dal ma gwreg.

Exemples historiques : 
70
Masquer la liste des exemples

lamat un dra

1499
Référence : LVBCA p129, 195, 201 (oster)

lamet

1499
Référence : LVBCA p129 (ostez)

lemel an daoulagad

1659
Référence : LDJM.1 pg creuer (les yeux)

lemel an anv mat

1659
Référence : LDJM.1 pg denigrer

lemet

1659
Référence : LDJM.1 pg abolir, arracher, oster

lemel an anv mat

1659
Référence : LDJM.1 pg denigrer, detracter

lemel an anv mat

1659
Référence : LDJM.1 pg denigrer

lemel

1659
Référence : LDJM.1 pg abolir, arracher, oster, rauir, retrancher

lemel eus

1659
Référence : LDJM.1 pg deliurer

lemel a

1659
Référence : LDJM.1 pg deliurer

lamet, lemel, diwar an tron

1732
Référence : GReg pg detroner

lamiñ

1732
Référence : GReg pg abolir

lemet

1732
Référence : GReg pg aboli

lemel

1732
Référence : GReg pg abolir, emporter (ravir, ôter)

lamet un dra bennak eus e spered, eus e benn, eus e vemor

1732
Référence : GReg pg effacer (de sa mémoire)

An amc'houloù a lam e holl gaerded digant un daolenn.

1732
Référence : GReg pg (un) contre-jour (ôte toute la beauté d'un tableau)

lemel he gwerc'hded digant ur verc'h

1732
Référence : GReg pg deflorer

lamet, lemel, ar c'hoant-dibriñ digant ur re

1732
Référence : GReg pg degouter (rebuter, empêcher quelqu'un de manger)

lemel ar goulazhoù

1732
Référence : GReg pg delatter (ôter les lattes de dessus un toit)

lemel a boan

1732
Référence : GReg pg delivrer (tirer hors de peine, de mal, de captivité)

Lamet an derzhienn digant ur re.

1732
Référence : GReg pg fievre (Faire passer la fievre à quelqu’un.)

lamet ur re er-maez a garg

1732
Référence : GReg pg demettre (destituer quelqu'un d'une charge)

lamet, lemel, e anv mat digant ur re

1732
Référence : GReg pg detracter (noircir, perdre l'honneur de quelqu'un par ses médisances)

a c'haller da lamet er-maez a garg

1732
Référence : GReg pg amovible

Lamet em eus an hanter anezhañ.

1850
Référence : GON.II pg lémel (j'en ai retranché la moitié).

lamañ

1850
Référence : GON.II pg lémel ou lama ou lamout (ôter, tirer une chose de la place où elle est. retrancher. tirer. enlever. en Vannes, lamein).

lamet

1850
Référence : GON.II lémel (ôter, tirer une chose de la place où elle est. retrancher. tirer. enlever. Part.)

Lamit an dra-se a-zirak va daoulagad.

1850
Référence : GON.II pg lémel (ôtez cela de devant mes yeux).

Lamit ar c'haoc'h-se alese.

1850
Référence : GON.II pg kac'h (Enlevez cette merde, cette ordure de là).

lamout

1850
Référence : GON.II.HV pg lamout (voyez "lémel").

lemel

1850
Référence : GON.II pg lamédigez, lamein, lamout, lémel (oter, tirer une chose de la place où elle est. retrancher. tirer. enlever), tenna

lamiñ

1850
Référence : GON.II pg lamein (voyez "lémel"), pg lémel (ôter, tirer une chose de la place où elle est. retrancher. tirer. enlever. en Vannes, lamein).

Mervel, siwazh ! gant keuz ha doan / War-lerc'h ar vugale vihan / O deus ganet, o deus maget, / Ha diganto a ve lamet.

1867
Référence : MGK p.110

« N'eus aked anezho, kaer a zo lavaret : / Setu gwiad-kevnid ! Ha diaes ve o lamet ? »

1867
Référence : MGK p44

'n aotrou Keraglaz a lâre, d'ar Charlezenn eno neuze : lamit diganti he c'houtelasenn zo indan he c'hotilhonenn

1874
Référence : GBI.II p78

An arched a voe lamet e c’holo diwarnañ, hag unan anezho a voe lakaet da azezañ e-barzh.

1877
Référence : EKG.I. p.31

Evit dont a-benn eus ar veleien, evel m’oant deuet a benn eus madoù an Iliz, ec’h en em lakajont e doare da lamet, digant ar Pab hag an eskibien, o galloud warnezho.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Pa ne blije ket ur person pe ur c’hure d’ar c’houarnamant, e veze kaset da ur barrez all, pe zoken lamet e garg digantañ.

1877
Référence : EKG.I. p.4

O welet an dra-se, unan eus ar soudarded a dostaas hag a lamas kuit ar golo : an hini a yoa e-barzh ne fiñve tamm.

1877
Référence : EKG.I. p.32

Kerkent ha ma voe achu gantañ, e tiskennas diouc’h an aoter hag ez eas war-eeun d’ar segreteri, evit lamet e zilhad oferennañ.

1877
Référence : EKG.I. p.208

He madoù a voe lamet diganti ha roet d’ar Republik ; hi a voe barnet da vezañ kaset da ur vro a-bell, hanvet Kaienn, d’al lec’h ma kaser bremañ ar galeourien.

1878
Référence : EKG.II p.226-227

Lamet ur vamm digant he bugale, o ! na krisañ tra !

1878
Référence : EKG.II p.226

Kerkent ha m’oa aet an Aotrou Kalvarin er park, Paol a lamas e votoù eus e dreid hag a en em lakeas da c’haloupat war-zu an tevenn, evel pa vije bet an tan war e lerc’h.

1878
Référence : EKG.II p.188

Evelato, er C’hroazhent, dirak ar maner, ne gavis ken en he sav ar groaz vaen a yoa eno, hag em boa dirazi ken alies a wech lamet va boned.

1878
Référence : EKG.II p.37

ha pa lamfes va fenn diwar va divskoaz

1909
Référence : BROU p. 404 (lors même que tu m'enlèverais la tête de sur les épaules)

Fellout a ra deomp aozañ dihun hon Bro-Vreizh dre grouiñ ur froud vras a eneberezh hag a zroukrañs ouzh ar C'hallaoued a c'houarn ac'hanomp enep d'hon grad vat hag a lem diganeomp frankiz hon Bro hon deus gwir da gaout.

1911
Référence : PSEP p I

Bemdez, pa bare an heol, aet he fried d’e labour, e lame pep gwreg yaouank an doenn-se da aveliñ al logig ha da reiñ hent da zont e pep korn da vannoù glanaus roue an Deiz.

1923
Référence : SKET p.96

Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueoù, o ebeulien, moch-gouez da duriat[a] o zrevadoù, arzhed da dagañ o c’hon, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed.

1923
Référence : SKET p.119

« Kênos eo, eme ar c’hrennard, en deus lemet da vab, ha kement-se n’en deus graet nemet war c’hourc’hemenn Bodiakos a venn m’en defe ar bugel ar gelennadurezh a roer da vugale an doueed. Moarvat, mennadoù-meur en deus savet an Tad war da vab, o Kamula. »

1924
Référence : SKET.II p.12

lemel

1931
Référence : VALL pg abolir, annuler

lemel e varv

1931
Référence : VALL pg (se faire la) barbe

lemet

1931
Référence : VALL pg abroger, annuler

Mar bez un tor bennak en dinaou-se e labour ar stêr d'he lemel.

1943
Référence : TNKN p44

Ar peurliesañ, ne ouie ket ar sonerien e pe stumm diverrañ o amzer : hemañ a glaske ober yalc’h dre droc’hañ blev ha lemel barv, henhont a droe war ar vicher gere pe gemener, met an darn vuiañ, dreist-holl ar re goshañ, ne raent nemet morvitellat, pe chaokat ha butunat dibaouez en ur drailhañ kaojoù a bep sort, re gamm ha re dort, dic’horzailhet ganto kant ha mil gwech.

1954
Référence : VAZA p.126

War ar pemdez koulz ha d’ar Sul e veze war e benn un tog du a-vent gant ur rod karrigell, hag e[n]-dro dezhañ ul livitenn gant ur gravatenn wenn, met ne leme homañ, nag e roched kennebeut-all nemet a-bell-da-bell, pa teue da soñj dezhañ, e doare ma lavare an dud a-wechoù : « Ma ! klañv-moñs e tle bezañ kannerez Job ! ».

1954
Référence : VAZA p.116

Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv, lemel e varv a rae da [sic] Sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall rak, atav o loveal du-mañ ha du-hont war vourzh listri-brezel, bevet en devoa e-pad pemp bloaz warn-ugent pell-pell eus e vro.

1954
Référence : VAZA p.8-9

Er mare-se e fellas d’Emil Combes difenn ouzh beleien Breizh-Izel na rafent en iliz gant hon yezh ; anez-se lemet e vefe diganto ar gopr dister a roe dezho ar gouarnamant.

1954
Référence : VAZA p.59

Er bloaz eil-diwezhañ, bloavezh ar « rhétorique », hervez ma veze graet diouti, kaer am boa strivañ da vont da bokat d’am mamm-gozh, diouzh ar c’hiz a rene er mare-se, n’hellan ket lemel troad a-ziwar al leur-c’hoari gant an alies ma veze huchet va anv : 1er Prix de Dissertation Française : Charles Trémel. 2e Prix de vers Latins : Jarl gaezh adarre [...].

1954
Référence : VAZA p.61

Dalc’het am eus koun ivez eus ar grazadenn a dapis du-hont deiz gouel an Nedeleg : lemet am boa emichañs va zog lech, pe graet ur garzaj all bennak hep teurel evezh ouzh an heol.

1954
Référence : VAZA p.90

Bemdez, kerkent ha goulou-deiz e kroge o martoloded da boanial o skarzhañ leurioù ha straedoù kêr, o lemel ar c’horfoù marv a-zindan atredoù an ilizoù, ar skolioù hag an tiez.

1954
Référence : VAZA p.95

Darn zoken a stlepe warno vioù pe frouezh brein, kement ha ken bihan ma krogas an ofiserien hag ar vartoloded da lemel o zammig barv evit ma c’helljent bale er straedoù kuit da vezañ hegaset gant ar jaloded-se.

1954
Référence : VAZA p.102

Bremañ ’vat, adal ma oan krog da ziskantañ va fesk, koulz e oa din strivañ da sachañ hep dale war ar pikol draen am boa da lemel dioutañ, ha peogwir, en desped d’ar c’hrennlavar ne ziskoueze ket va c’hazhig bezañ ur c’hac’her aour daoust d’e grev du-peg hep an disterañ marell, ret e oa din ’ta tunañ e tu bennak ar c’hwec’h[-]kant lur n’hellen ket tremen hepdo.

1955
Référence : VBRU p.7-8

E bro garet hon hentadoù / Brevet spontus gant bagadoù / An daou strollad o 'n em zispenn, / Grit ma teuy al lezenn gristen / Da sioulaat ar vuanegezh / Ha da lemel an druegezh, / Hag un deiz, d'Ho Pro Diamen, / D'hor c'has holl da viken... Amen !

1960
Référence : PETO p83

Ha ne c'houzez ket eo da gure kozh / A glaskan, hep ehan, da graouiañ kloz / Evit bezañ, da c'houde, barnet tenn / Ha, diwar e zivskoaz, lamet e benn ?

1960
Référence : PETO p36

Petra ' c'hoarvezfe ma vefemp dizornet ? / Hon teodoù simudet a chomfe skornet, / Rak diganto, da brezeg, ' lamfed ar gwir / Dre an urzh a lerez ken kalet ha dir.

1960
Référence : PETO p18

Hon Nasion garet 'glask diskarañ / Ha lemel diganeomp gwirioù ha bara.

1960
Référence : PETO p36

Poan a ra, anat eo, ar voul-se dindan ar c'hroc'hen, ha ret-mat e vez he lemel ac'hano.

1985
Référence : DGBD p198

Ar pep pouezusañ eo ne vefe ket hennezh "merket" betek re : lemit ar pegsunioù diwar revr an oto, laoskit ar van Volkswagen orañjez er gêr, ha skoachit ar gitonoù dindan an azezennoù...

2015
Référence : DISENT p85

Ma laman war-dro 200.000 euro evit ar manegoù, pere, adal ma paeoc'h telloù, a ranko bezañ kontet evel mizoù didennadus, e rankit talañ 300.000 euro d'ar c'hemederezh.

2015
Référence : EHPEA p170

Goulenn a reont ma vo lamet al lezenn Z hag a ro nerzh da brevesadur dre guzh ar servijoù publik.

2015
Référence : DISENT p128

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II ne vez ket graet gant "lamout' ("non usité").

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne