luemmañ
lemm
lemm
Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.
avel lemm
avel lemm
korn lemm
lemm
tired lemm
Ar merc’hed a welas en o huñvreoù kerniel hir, ferc’hier lemm, tan-flamm ha daoulagad ruz.
Ma oa prim Job, lemm e oa ivez e spered ; dont a reas dezhañ ur soñj kaer.
Pa gave en e voued un tamm bara re galet, e tegase anezhañ en-dro da Garreg-al-Louarn, rak ma oa re galet evit e c’henou dizant, e veze blot ha saourus evit beg lemm ar yar gozh.
Ha gant e vouezh unton, diaskorn un disterañ, e tisvante saezhennoù lemm, evel,[sic] kement a rebec'h [sic, "rebech"] hag a c'hourdrouz, a yae da sankañ e kig e galon.
An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.
Deiz mat, Katell bebrennig, / Lemmoc'h he beg eget ur spilhennig !
Bev eo betek-hen, hag evitañ da vezañ kozh, petra bennak ne van kildant ebet en e c’henou, lemm eo bepred e ivinoù ha gloazañ da vat e rafe ar fallakr gant ma vefe hiroc'h e dammig kleze.
Selloù a-gleiz am boa taolet ivez war ar c’hentañ ofiser e biped lemm deut tre em c’hombod kerkent ha tremenet harzoù Alamagn ; daoublegañ a rae hemañ koulskoude dirak pep hini ac’hanomp ha ne baoueze ket da vousc’hoarzhin keit ha ma rae diouzh e garg : « Pass, bitte schön, mein Herr ! » emezañ pe « Gnädige Frau, geben Sie mir, bitte Ihren Pass !»
Sed aze tolpadoù kouerien o barv abostol, gant ur mousc’hoarzh dibleg, gant daoulagad lemm-tre en o fenn, hag en-dro dezho brageier n’int nemet frezel war dakon, porpantchoù hir e krev dañvad gant ar gloan dindan hag al ler [sic, lêr] war c’horre, ul ler [sic, lêr] ken lous ha ken lufr evel pa vije bet libistret gant soav ; ha bez ’eus en o zreid pikoloù heuzoù a dap dezho betek o daoulin pe un doare solennoù plouz pe beilhenn gwez.
Al lodennoù blotañ a deuz en dour, hag e kaver evel-se kribelloù lemm (a vez graet lapiez anezho gant an douaroniourien) etre antoù don.
Daoust dezhañ bezañ lemm e lagad n'en devoa ket taolet evezh e oa eno ur brank mongou-mina diskaret, hogen bev c'hoazh (en un dachenn prientet evit ober ur blantadeg edomp) hag e oa bet flemmet etre e ziv skoaz.
An dañjerioù a c'hallfe bezañ evit a sell ouzh surentez ar stourmerien, an dud a vo war al lec'h koulz hag an enebourien -n'eus ket anv da lakaat hini pe hini en arvar- abalamour da draoù lemm a vefe aze, d'an torosennadur digompez, da draoù zo a vefe gwall dener, d'ar fed e vefe prenester pe un islonk bennak nepell alese...
Mots précédents
Mots suivants
lemm