I.
H.b.
1. Arz ar sevel oberennoù skrivet pe gomzet pa seller outo diouzh savboent o c'hened ha diouzh hini ar perzh a gemeront er sevenadur ; arz ar sevel romantoù, barzhonegoù, kontadennoù, h.a.
Al lennegezh dre skrid. Al lennegezh dre gomz. Al lennegezh pobl.
2. Hollad an oberennoù lennegel.
Lennegezh ar bed. Lennegezh vreizhek, al lennegezh vrezhonek.
3. Studi an oberennoù lennegel.
Kentelioù lennegezh.
4. Labour, micher ar skrivagner.
II.
B.
Doare lennegezh dibar d'ul lec'h, d'ur vro, d'un den.
Ul lennegezh dre c'henoù n'o doa ken ar Gelted Kozh. Gwalarn a lakaas ul lennegezh vrezhonek wirion da ziorren.
Breuriezh ar Varzhed a zo krouet evit magañ, difenn, adsevel ha mirout ar spered hag ar glad keltiek ; sevel ar yezh, al lennegezh hag an ijinoù brezhonek ; diazezañ warne emsav ar vro ; mirout un ere etre Breizh hag an holl vroioù keltiek ; lakaat peoc'h hag unvaniezh etre ar Vreizhiz.
Breuriez ar Varzed a zo krouet evit maga, difenn, adsevel ha mirout ar spered hag ar glad keltiek ; sevel ar yez, al lennegez hag an ijinou brezonek ; diazeza warne emzao ar vro ; mirout eun ere etre Breiz hag an holl vroiou keltiek ; lakaat peuc'h hag unvaniez etre ar Vreiziz.
1909
Référence :
REZI
p.18
Hevelep treiñ, er Grennamzer, e lennegezh nevez-keltiek Iwerzhon, Celtia, Ebrel 1903 [...].
Hevelep trei, er Grenn-amzer, e lennegez nevez-keltiek Iwerzon, Celtia, ebrel 1903 [...].
1923
Référence :
SKET
p.15
"lennegezh" gg. [...]. Ivez "lizheradur"
"lennegez" gg. [...]. Ivez "lizeradur"
1923
Référence :
SKET
p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Littérature".
Ac’hano e teu ma ra al lennegezh homerek gant ar ger kasiteros « staen », neuz keltiek dezhañ (1), hag e veneg an Oduseia nozioù berr ha damsklaer hanternoz enez-Vreizh [...].
Ac’hano e teu ma ra al lennegez homerek gand ar ger kassiteros « staen », neuz keltiek d’ezan (1), hag e veneg an Oduseia noziou berr ha damsklêr hanternoz enez-Vreiz [...].
1923
Référence :
SKET
p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
Nag an diskleriadurioù a-berzh an Henamzer, nag ar goshañ lennegezh anezho ne ro da grediñ ez oant bet, en ur pred pe bred, an hunvreerien habask ha melkoniek faltaziet gant Renan ha Keltomaned an XIXvet kantved, [...].
Nag an diskleriaduriou a-berz an Hen-amzer, nag ar gosa lennegez anezo ne ro da gredi ez oant bet, en eur pred pe bred, an hunvreerien habask ha melkoniek faltaziet gant Renan ha Keltomaned an XIXvet kantved, [...].
1924
Référence :
SKET.II
p.24, notennoù
lennegezh
lennegez
1931
Référence :
VALL
Levrlennadur p VIII
« Lennegezh ar yezh vrezhonek ha lennegezh ar yezh c'hallek a zo daou dra disheñvel ».
« Lennegez ar yez vrezonek ha lennegez ar yez c'hallek a zo daou dra disheñvel ».
1944
Référence :
EURW.1
p69
Kevrennoù al labour-douar, an arzoù-kaer, an arboell, an hanez, al lennegezh hag all.
Kevrennou al Labour-Douar, an Arzou-Kaer, an Arboell, an Hanes, al Lennegez hag all.
1944
Référence :
EURW.1
p68
Lennegezh ar brezhoneg diouzh he zu, a serro un oberenn all c'hoazh en he yalc'h, unan savet en ur yezh am bo graet va seizh gwellañ d'he skrivañ reizh ha difazi...