I.
A. Doar./Stn.
1. KOZH
[1499] Gorrek en e oberoù, en e fiñvoù, en e gerzhed.
ES. prim.
2. A ra diouer an herder dezhañ ; na vez ket en e aez o taremprediñ an dud all.
Lent omp, aon hor bez atav da zirenkañ an dud. Lent e oa dirak an diavaezidi.
DHS. aonik, digalon, spontik, mezhek.
HS. abaf.
ES. her.
3. ROUEZ
[1925] Na daol ket pled ouzh ar pezh a c'hall c'hoarvezout gant ar re all.
[1925] Arabat eo dit, paourkaezh, lakaat da fiziañs en dud lent ha dishegar, gra da vicher, gone da c’hopr, doug da vec’h hep klemm na trugarez.
B. Adv.
1. En un doare lent.
Kalz arc'hant a vankan deoc'h, emezañ, lentik. Hag ez ae, lentik un tamm, da gas e brof dezhi.
2. Tr. adv.
War e lent, war e lentig : en un doare lent.
War o lentig e tostaas ar vugale.
II.
Impl. da ak. (en e furm vihanaat gant merk al liester)
Lentigoù : doareoù lent, re seven.
Gwech ebet ne raen lentigoù ouzh taol.