Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an dud) Zo arc'hant dezhañ. Arc'hantet e oa bravik. HS. pinvidik, madek ES. diarc'hant. 2. Zo goloet gant ur gwiskad arc'hant. Ul loa arc'hantet. [1954] Neuze 'vat e redis da vete Soaz Sapeur, ha lakaat a ris war he barlenn va samm levrioù hag ur bern kurunennoù lore, alaouret pe arc'hantet. 3. Dre skeud. Gwenn ha skedus evel an arc'hant. Yarig he evned, hañval evit doare ouzh ur goumoulenn vihan arc'hantet. Peder roued leun a besked arc'hantet. Ar prosesionoù hir o troidellañ evel ur stêr arc'hantet. Pempilhoù arc'hantet. 4. Dre ast. (db. ar sonioù) Sklintin. An eostig-noz a ginnig dit e son arc'hantet. HS. heson.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kemend-all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.

1867
Référence : MGK p138-139

Laouenedigezh dispar, a-viskoazh, ar [v]ourkiz a oa bet eno en em unanet evit ren ur vuhez all, disheñvel, gweet gant un neudenn, neudenn arc’hantet an hunvreoù, hag an neudenn-se an holl Vretoned o deus hi kavet er c’havell, en pehini int bet luskellet gant kroz ar mor ha kanaouenn an avelioù.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Janedig a vije bet, evit ar marc’heg merc’hetaer, ul lapousig a briz da lakaat en ur gaoued arc’hantet.

1925
Référence : BILZ2 p.153

Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.

1929
Référence : SVBV p8

Bannoù arc'hantet heol ur veurevezh [beurevezh] nevez-amzer a lugerne war gael houarn pont-gwintus kreñvlec'h Bertom, tost da Blougouvelen.

1929
Référence : SVBV p5

Neuze 'vat e redis da vete Soaz Sapeur, ha lakaat a ris war he barlenn va samm levrioù hag ur bern kurunennoù lore, alaouret pe arc'hantet.

1954
Référence : VAZA p.62

Marteze ivez e vez re a liv gant an oabl en hor bro, ha n'eo ket un doare oabl arc'hantet evel ma oa du-hont en deiz-se.

1985
Référence : DGBD p84

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux