Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v.k.e. Stagañ, strobañ, war-bouez ul liamm pe liammoù. Liammit ma blev din. Liammet o doa an drammoù gant aozilh. Liammet e oa bet e zaouarn an eil ouzh egile. & [1954] [...] gwech ebet e-pad ar pevar ha daou-ugent vloaz aet e-biou – ul lajadig, kwita ? – n’am eus bet abeg da glemm diouzh an degouezh iskis a liammas da viken ur Breizhad hag ur « Rusianez » eus Rochefort-war-vor. (db. an ereoù) Delc'her udb. stag. Ar c'herdin a liamme ma daouarn. HS. eren.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

liamm

1659
Référence : LDJM.1 pg garotter

Liammit va blev din.

1850
Référence : GON.II pg liamma (liez-moi les cheveux).

liammañ

1850
Référence : GON.II pg éréa, lasa, liamma (lier, attacher avec un lien. lacer).

liammet

1850
Référence : GON.II pg liamma (lier, attacher avec un lien. lacer. Part.)

Dont a reas ar re-mañ da reiñ dorn neuze, d’e skoaziañ da liammañ ha da vinwaskañ ar plac’h yaouank.

1923
Référence : SKET p.103

Liammet e izili ouzh e gorf, ra vo taolet er flammoù ha pulluc’het !

1923
Référence : SKET p.52

Erru al louzaouer. Dispaket an dorn hag ar biz. An itron a lavaras dezhañ penaos Bilzig en devoa ledanaet ar gouli, sunet ar gwad ha liammet dezhi he brec’h.

1925
Référence : BILZ2 p.120

liammañ

1931
Référence : VALL pg attacher

Roet e vez, a-dra-sur, d'an neb en deus an enor da sevel betek ar Velegiezh, plas an Aotrou Krist, end-eeun, war an douar, hag ar galloud zoken da liammañ ha da ziliammañ ar pec'hedoù.

1949
Référence : SIZH p.61

Evit krennañ berr, ne voe ket roet e Brest nemeur amzer da Charlez Tremel ha da Janed Brenchereau d’en em dommañ an eil ouzh egile, met n’eus forzh, gwech ebet e-pad ar pevar ha daou-ugent vloaz aet e-biou – ul lajadig, kwita ? – n’am eus bet abeg da glemm diouzh an degouezh iskis a liammas da viken ur Breizhad hag ur « Rusianez » eus Rochefort-war-vor.

1954
Référence : VAZA p.182

En em gavet eo, er presbital, ar c'habiten hag e soudarded c'hwec'h pe seizh anezho, gant Pêr an Hir ar maer kozh, liammet e zaouarn a-dreñv e gein.

1960
Référence : PETO p45

L'Office public de la langue bretonne