Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. GWECHALL Pezh moneiz a dalveze ur c'hard eus ur gwenneg. Ul liard pe zaou a veze en e c'hodell pa yae da bardoniñ. Cheñch liarded evit pezhioù arall. Nag a liardoù a chome ganimp da zilouediñ. & Trl. Paeañ blank* ha liard. 2. Dre ast. Sammad arc'hant dister-tre. Ne'n deus ket gounezet ul liard hiziv. Klañv eo pa rank foetañ ul liard toull. & Trl. Na dalvezout, na dalvout ul liard toull : na dalvezout netra. An dud-se ne dalvont ket ul liard toull evidon-me. & Trl. skeud. Ober ul liard gaou ouzh ub. : ober an disterañ gaou ouzh ub. Gwell e vefe gantañ mervel eget ober ul liard gaou ouzh ar re all.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

liard

1659
Référence : LDJM.1 pg liard

liarded

1659
Référence : LDJM.1 pg liard

Ha den ker paour hag eñ a harp e droad er bed ? / Alies hep tamm bara, hep liard bemdez-c'houloù, / E c'hwreg, e vugale, soudarded ha gwiroù, / Kredourien hag aner / A ra d'ar reuzeudig koll e benn, en ur ger.

1867
Référence : MGK p68

« Daou vloaz en deus kollet, seizh vloaz all a gollo, / Ha kement liard en deus[,] eus e yalc'h a yelo ; / Evit reiñ skiant dezhañ[,] er c'hrazañ, pa vez ret, / M'er c'hraz… An Aotrou Doue n'en doa peurlavaret, » / M'en em gavas eno e dieg pleget e benn, / e zaoulagad bremañ digor d'ar sklêrijenn.

1867
Référence : MGK p93

Hennezh n’en doa ket daou liard war e hanv ; c’hoant kaout arc’hant en doa avat, n’eus forzh dre be c’hiz.

1877
Référence : EKG.I. p.38

— « C’hwi a baeo anezhi. Tri c’hant lur eo koustet. » — « Ne roin ket deoc’h ul liard toull zoken. Me eo a c’houlenno diganeoc’h… tri c’hant lur. »

1944
Référence : ATST p.110

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux