I.
Pilhenn.
Ul liboudenn evit skubañ ar forn.
[1954] A-drugarez d'am mamm, gwisket eus ar c'haerañ e oa va zud gant kozh goueledennoù ruz-tan pe c'hlas, pallennoù-gwele ha liboudennoù all a bep seurt liv [...].
HS. drailhenn, truilhenn.
II.
Dre skeud.
1. Maouez lous pe gwisket fall.
2. Dre ast., dizoare
Plac'h a zarempred paotred en un doare na zouj ket ouzh reolennoù ar vuhezegezh vat.
Degemer ur gwaz en he c'hambr, evel ul liboudenn.
DHS. gagn, gast.
HS. charlezenn, kalkenn, loudourenn, louskenn, stronkenn, strouilhenn, tarzhell, truilhenn.
"Tavit, tavit, ma mignon ker, gant ho liboudenn. An div zimezell-se a zo o teskiñ brezhoneg ganin, ha me o parfetaat ma c'hembraeg ganto, setu ar wirionez, netra ken".
"Tavit, tavit, ma mignon ker, gant ho liboudenn. An diou zimezell-se a zo o teski brezoneg ganin, ha me o parfetaat ma c'hembraeg ganto, setu ar wirionez, netra ken".
1944
Référence :
EURW.1
p.122
A-drugarez d'am mamm, gwisket eus ar c'haerañ e oa va zud gant kozh goueledennoù ruz-tan pe c'hlas, pallennoù-gwele ha liboudennoù all a bep seurt liv, kurunennoù hag hobregonoù paper alaouret evit ar Rouanez.
A-drugarez d'am mamm, gwisket eus ar c'haerañ e oa va zud gant kozh gweledennoù ruz-tan pe c'hlas, pallennoù gwele ha liboudennoù all a bep seurt liv, kurunennoù hag hobregonoù paper alaouret evit ar Rouanez.