I.
Pezh lien (I A 1).
Ul lienenn evit sec'hiñ e zaouarn.
II.
Ent strizh
1. Pezh lien da lakaat war ar goulioù, pe da startaat un ezel eus ar c'horf.
2. Lurell (I 1).
Ul lienenn zu a oa a-dreuz e dal hag e jod da guzhat ar poull-lagad goullo.
DHS. bevenn.
3. Liñsel da c'hronnañ korf ar re varv.
Setu al lienenn a zle servij out d'e lienañ.
&
Trl. kv.
Bezañ gwenn evel ul lienenn : bezañ gwenn-tre e liv, dre-benn d'ar c'hleñved, h.a.
[1878] [...] bremañ eo distronk evel ur c’hi klañv, gwenn evel ul lienenn, diskabell, fuilhet e vlev, skerj e zaoulagad ha divouton e zilhad.
DHS. liñsel.
4. Mailhurenn.
5. Bevon.
Kroc'henenn a c'holo, a zisrann an organoù.
Lienenn taboulin ar skouarn.
Référence :
GON.II.HV
pg liénen-frî (Mouchoir, linge dont on se sert pour se moucher).
lienennoù fri
liénennou-frî
1850
Référence :
GON.II.HV
pg liénen-frî (Mouchoir, linge dont on se sert pour se moucher. Pl.)
lienenn gig
liénen-gîk
1850
Référence :
GON.II
pg liénen (-gîk)
Yaouank ha ruz e benn e oa, p’oan-me lammet e park balan Yann Bertou ; bremañ eo distronk evel ur c’hi klañv, gwenn evel ul lienenn, diskabell, fuilhet e vlev, skerj e zaoulagad ha divouton e zilhad.
Iaouank ha ruz he benn oa, p’oan-me lammet e park balan Ian Berthou ; breman eo distrounk evel eur c’hi klan, guenn evel eul lienenn, diskabell, fuillet he vleo, skerj he zaoulagad ha divoutoun he zillad.
1878
Référence :
EKG.II
p.91
Diwiskañ buan o gourizioù aour, o skerboù lin hag o holl kinkladurioù a rejont, hag o lakaat en ul lienenn ma skoulmjont warno ar pevar c’horn anezhi.
Diwiska buan o gouriziou aour, o skerbou lin hag o holl kinkladuriou a rejont, hag o lakaat en eul lienenn ma skoulmjont warno ar pevar c’horn anezi.
1923
Référence :
SKET
p.108
lienenn gigenn
lienenn-gigenn
1931
Référence :
VALL
pg aponévrose
lienenn
1931
Référence :
VALL
pg bandage, bande
eil lienenn an empenn
1931
Référence :
VALL
pg (membrane) arachnoïde
Tremen a rejont an eil penn-nozvezh en ur vanell distro, e-harz moger izel ul liorzh, gourvezet en ur gichen evel daou bried, war ul lienenn delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.
Tremen a rejont an eil penn-nozvez en eur vanell distro, e-harz moger izel eul liorz, gourvezet en eur gichen, evel daou bried, war eul lienenn-delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.