I.
[1659, 1850] Termen hollek a ya da envel meur a spesad pesked eus ar c'herentiad Pleuronectidae.
II.
A. Ent strizh, RANNYEZH.
1. Plaisenn.
&
Trl. kv.
Plat evel ul lizenn : plat-mat.
2. Fankenn.
B. (dirak ur spizer)
Lizenn ruz : plaisenn.
&
Lizenn du : fankenn.
Ul lizennig, c'hoazh tamm lizenn, / Voe paket gant ur pesketaer / War aod ur stêr.
Eul lizennik, c'hoaz tamm lizen, / Voe paket gant eur pesketer / War aot eur ster.
1867
Référence :
MGK
p41
« Gortozit ma vezin lizenn, / Va fakañ c'hoazh ray hoc'h higenn, / Hag ur c'hofeg bennak neuze am freno ker ; / E-lec'h e vo ret deoc'h ober kant tro d'ar stêr, / Evit kaout kant all eus va ment / Da ober ur pladad, pladad drein evelkent ! »
« Gortozit ma vezinn lizen, / Va faka c'hoaz rai hoc'h higen, / Hag eur c'hofek-bennag neuze am freno ker ; / E leac'h e vo red d'hoc'h ober kant tro d'ar ster, / Evit kaout kant all euz va ment / Da ober eur pladad, pladad drein evel-kent ! »
1867
Référence :
MGK
p41
Gant an drag e peskete pleised, lizenned, balbuenned, toulboud, raeed, touilhed a bep liv : touilhed-traezh, touilhed-rouz, touilhed-spin (1).
Gant an drag e peskete pleized, lizenned, balbuenned, toulboud, rêed, touilhed a bep liou : touilhed-trêz, touilhed-rouz, touilhed-spin [1].