Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Soudard, ezel eus ur rann diforc'h eus an arme, karget da zelc'her an urzh en ur vro, da glask war-lerc'h an dorfedourien, da lakaat an dud da sentiñ ouzh al lezenn. Eno e oa daou archer a gase etrezo o-daou un den liammet e zaouarn. Kas archerien war ub. d'e gemer. HS. polis.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

archer

1499
Référence : LVBCA p27 (hugier)

an levr-mañ a voe kompozet en bloaz 1519 gant maestr Yehann an Archer kozh a barroz Plouegonven hag a voe imprimet e S. Frañsez Kuburien, en bloaz 1575.

1575
Référence : M. p4

archer

1732
Référence : GReg pg archer

archerien ar provost

1732
Référence : GReg pg archer

Antronoz ec’h en em gavas e Kastell un archer, ha gantañ, en e sac’h lêr, urzh a-berzh ar c’houarnamant d’an Aotrou de la Marche, eskob kozh Leon, da vont er-maez eus e eskopti.

1877
Référence : EKG.I. p.11-12

Mar emañ hiriv an archerien hag ar soudarded a-du gantañ, evel gwechall gant ar republikaned, n’emañ ket evelato en e wir o terc’hel an traoù-se dioc’h e gostez, rak gouzout ervat a ra ne deuont ket a-berzh-vat.

1877
Référence : EKG.I. p.3

An archerien a oa o paouez tennañ e gorf eus an traezh.

1925
Référence : BILZ2 p.128

— Hast afo ! hast afo !… Met Bilzig ne oa ket ken preset se : ar mare a oa enep dezhañ, ha c’hoant en devoa ivez da lezel an aotrou hag an itron da ober ur pennad mat a hent a-raok lakaat an daou archer da redek war o lerc’h.

1925
Référence : BILZ2 p.130

archer

1927
Référence : GERI.Ern pg archer

archerien

1931
Référence : VALL pg agent

archer

1931
Référence : VALL pg agent (de police)

Pignat a reas evel un archer en hor c'hichen, ha yao da Wengamp, lec'h ec 'h errujomp da hanternoz.

1944
Référence : EURW.1 p39

Glaoda Jaffennou, tañvaet gantañ soubenn an arme, a lakaas en e benn mont da archer.

1944
Référence : EURW.1 p11

Paotred ar servij urzh ha tud all a glaske diskouez dezho ne servije da netra nemet da zisunvaniñ [sic] ar vanifesterien ha da reiñ digarez d'an archerien da skeiñ ganto gwashoc'h c'hoazh.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Afer o deus klevet komzoù resis, evel-just, digant ar mouezhioù-aotreet... gant ma ne [gant na] vo ket distummet ar re-se gant o micher -evel ma c'hall bezañ a-wechoù ofisourien an archerien, pa rankont respont d'ar gazetennerien-.

2015
Référence : DISENT p122

Ken pounner hag ur c'horf marv. Peadra da reiñ bec'h d'an archerien ha da gaout poltredoù brav - stourmerien Ai'ta! e ti-post Gwengamp da geñver un abadenn pegsuniañ.

2015
Référence : DISENT p52

Pa vez kelaouet ar boliserien – pe an archerien hag a ra memes mod - ez eus "reuz war an dachenn foran" -evel-se e vez graet deus an obererezhioù stourm difeuls war-eeun- e vez kaset tud war al lec'h evit gouzout hiroc'h ha rentañ kont d'o hierarkiezh.

2015
Référence : DISENT p142

Lakaat a ra Dakakos an daou Saoz da bignat er c'harr-polis evit kas anezhe en tu all d'ar steudad archerion, heuliet gant ar van hag ar c'hlañvgarr.

2015
Référence : EHPEA p120

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux